EIZVED STROLLAD
Lavarou koz a Vreiz-Izel
Al labourer a viskoazA zebr eur garg douar ar bloaz.
Goasa tra a hell hen hem gaout gad eur merer eo klevet killok he vestr.
Bleo gonifled, plun klujar,N’int ket mad da stuia douar.
Iannik a vil micher a varvaz gant ann naon.
Eur micherour dioc’h ann deizA garfe ve noz da greisteiz.
Matez nevez da di pa zeuioKement a teir a labouro.
Glao a dol, avel a c’houez,Da ober joa d’ar vatez.
Foeta fank ha foeta drezEo micher eur paotr lakez.
Eur c’hemener n’e ket den,’Met eur c’hemener ne-d-eo ken.
Nao c’hemener evid ober eun den.
Neb a lavar eur c’hemenerA lavar ive eur gaouier.
Kemener brein,’Nn diaoul war he gein.
Ar c’hemener diwar he dorchennPa gouez, a gouez en ifern.
Milin laz-logod, — e vez dour awalc’h d’eur zilienn pa vez glao.
Na pa rafe ar vilin nemet eun dro krenn,Ar miliner ’zo sur d’oc’h he grampoezenn.
Krampoez hag amann a zo mad,Ha nebeudig euz pep sac’had,Hag ar merc’hed kempenn a-vad.
Na euz ket hardissoc’h eget roched eur miliner,Rag bep mintin e pak eul laer.
Ar miliner, laer ar bleud,A vo krouget dre he viz meud,Ha mar ne ve ket krouget madA vo krouget dre he viz troad.
Ar guiader en he stern,E-giz ann diaoul en ifern,Oc’h ober tik-tak, tik-tak,Hag o tenna hag o lakat.
Ar guiader kaotaerA ra lienn evel ler.
Ar miliner a laer bleud,Ar guiader a laer neud,Ar fournerienn a laer toaz,Ar c’hemenerienn krampoez kraz.
Ar zoner war he varikennA ra da iaouankiz breskenn.
Ar glaouaer er c’hoajoEvel ar bleiz a iud atô.
Boutaouer koad a ra bepretListri da gas tud da gac’het.
Pa vez ker al lerE c’hoarz ar boutaouer.
N’e ket greg ar c’here a deuz ar gwella boutou.
Er givijeri ann ejennedA zo bioc’hed.
Ar masouner, pa staoto,Euz e labour e troio.
Marichal krign-karn,Chaoker kac’h houarn.
Pa vez houarnet ar c’har,Er pod e lekear ar iar.
Ar barazer a oar dre c’houezHag hen a vez tra vad er pez.
Ann heskenner hag ar c’halveA blij d’ezho fest ar maout mae.
Hostiz ann anaounA varvaz gand ann naoun.
Tiez savet gant krec’hin tudA zaver ker buhan, ken divrud.
Eva gwin, kanjoli merc’hed,Setu dever ar c’hloarek.
Reizen manac’h a zo tennaDigant ann holl heb rei netra.
Te lavar gaou, pe ma vinn manac’h.
Pa za eur manac’h e neb leac’h,E teu eun allik en he leac’h.
Kelian ha melian,Menec’h ha beleian,Pevar seurt lonedAr gwasa ’ so er bed.
Kazek ar c’hureA renko bale.
Aotrou Personn, mar grit ho kest,C’houi a raio ivez ar fest.
Ar veleienn ne garont ketBeza distroet euz ho fred ;Gortozit ’ ta gad pasiantet,Pe ann absolvenn n’ho pô ket.
Eur belek maro, — eun all en he leac’h.
Harzit, harzit, emezhan,Ma vo lekeat… en toull-man,Ma lakefomp eur mean braz war he gein,Ma ’z efomp da di… d’hon lein.
Peurvuia ar belekA lâr en eur brezek :Silaouet ma c’homzo,Losket ma obero.
Comentarios
Cargando comentarios…