PEMPVED STROLLAD

Lavarou koz a Vreiz-Izel

Gwell eo karante e-tre daou’Vit na eo madou leiz ar c’hraou.

Gwell eo karante leiz ann dorn’Vit na eo madou leiz eur forn.

Ann aour melen a vez lodetHag ar garante na vez ket.

Madou a zeu, madou a ia,Karante morse na guita.

Madou a ia war bouez ar ster,Hag ar garante chomm er ger.

Gant karante ’zo plijadurHa gant madou tamaladur.

Ann delien ’gouez war ann douar,Ar c’hened ive a ziskar.

Pa vec’h ken du hag ar mouar,Gwenn-kan oc’h d’ann hini ho kar.

Red e anavezoutAraok karout.

Karout hep beza karetA zo poanius ha kalet.

Karantez pell,Karantez gwell ;Karantez tost,Karantez losk.

Gwell eo ’n em garout nebeutoc’hEvit ma pado pelloc’h.

Dousou e peb leac’hKarantez e neb leac’h.

Kemeret hep reïA laka karantez da dreï ;Reï hep kemeretlaka karantez d’ar red.

’Nn hini ’vez e gras ar merc’hedN’hen euz na naoun na zec’hed.

Biskoaz n’euz bet chanz-vad o karet ar merc’hed.

Evid ar mor bout traïtour, traïtouroc’h ar merc’hed.

Great he voutouAraok he lerou.

Ar bleunig a dro ’wechigo,Karantez ar plac’h ’dro ato.

Karantez ar merc’hed a zo e-giz ar pell,Pa sonjer nebeuta ez a gand ann avel.

Biskoaz plac’h fur, fur na ve pellO henti goaz, na na ve well.

Gand ar c’hoant pignat re huelAr plac’hik a ziskenn izel.

Betek ken n’ema ket ar modEz ia plac’h da glask ar pot.

Ma Zalver ar bed,Nag a blac’h koant’ zo eat da c’hrek !Ma-z-afe kemend ho deuz c’hoant,Ez afent holl kant ha kant.

Ar big a grog en he skouarn.

Abarz e vezo fin ar bedAr falla douar gwella ed,Ar falla merc’h gwella dimeet,

Easoc’h dimeziEvit sevel ti.

Aliesoc’h den dimezetEvit den plaset ezet.

Ne-z-euz ket a koz votezNa gav he farez,’Met devez e vez.

Ann truillo,Ar merc’het brao,A gav fred ato.

Ann dud iaouank a gav gat-heA gouez ann aour deuz beg ar gwe,Ha padal ann deliou a gouezDa ober plaz d’ar re-nevez.

Eur vodenn skaoPa vez gwisket e vez brao.

Ann dimeziou great a-bellNa int nemet touriou ha kestel.

Ann dimeziou a ziabellA c’halv eun tiik eur c’hastel.

Dimezet eo Iann BillennDa Ianned Truillenn.

E Breiz ann naoun gand ar zec’hetA vo c’hoaz aliez dimezet.

Et int da frita museged gand paourentez.

Frita laouen ar baourentezWar ar bilig ar garantez.

Evid eur boanigenKant madigen.

N’e ket ar viloniA laka ann druzoni.

N’e ket bleo melen ha koanteriEo a laka ar pod da virvi.

Karout gened na bad ket pell ;Karout honestis a zo well.

Bleo gwenn ha lunedoNa blijont ket d’ar merc’hejo.

Divalo daou den a kafetEo potr hep barv ha plac’h barvek.

Araok sonj da zimezi,Red eo d’id kaout eun tiHa douar diout-hi.

Pep kiA zo hardiz en he di.

Dimez da vab pa giriHa da verc’h pa c’helli ;Gwelloc’h eo dimezi merc’hEget kaout anken warlec’h.

Evid reiza ar bleiziEz eo red ho dimezi.

A ziwar moueng ar gazeg a ve paked ann eubeulez.

’Vit ma krizet eun aval madNa eo ket kollet he c’houez vad.

Ar bank en tan na laker ketDre ma ve ann alc’houe kollet.

Fall eo ar iar ma na eo evid ar c’hillok.

Eur c’hillok, kement ha va dorn,’Zo treac’h d’eur iar kement hag eun ti-forn.

Lamfet ket ’r c’hok digant ar iar,Na Iann ar boc’hick digant par.

Ann durzunel a ra truezPa he deuz kolled he farez.

Na euz dimi nemet unan. —’Nn hini zime da daou, da dri,Ez ia d’ann ifern da leski ;’Nn hini zime da dri, da bevar,Ez ia ’vit biken gand ar gounnar.

Eur benn-herez, pa ve fall,A dalv kant skoet war eun all.

Eur penn-her hag eur benn-herezA ra aliez gwall diegez.

E-tre ann dimi hag ar c’heuzN’euz nemet treuz ar c’hleuz,Ha pa vo zellet madN’euz nemet treuz eur votez-koat.

Ar re a zo dizherHo deuz poan ha mizer.

Ar re ho deveuz bugaleHo deveuz poan hep dale.

Bugale vihan, — poan vihan ;Bugale vras, — poan vras.

Nep hen euz greg ha bugaleA dle ive turlutud d’he.

E-touez ann truillou hag ar pillouE saver ar vulgaligou.

Dibaot lez-vamm a gar iveBugale all keit hag he-re.

Endann tri de a skuiz peb denGant glao, gant greg ha gant estren.

Iena daou dra’ zo en ti,Daoulin ann ozac’h ha fri ar c’hi.

C’houez ann tin hag al lavandA zo gant ar merc’het iaouank ;C’houez ar banal mogedetA zo gant merc’het dimezet.

C’hoant dimezi ha beva pellHen euz peb Iann ha peb Katell ;Dimezet int, pell e vevont,Holl war ho giz e karfent dont.

Ar c’hreg a zo berr a lostenn .

Kaout boutou berr.

Kaout marc’h rouz.

Kaout marc’h Hamon.

Marc’h Hamon ’zo eat da VrestDishual ha digabestr,War ar vein, war ann drein,Hag ann hini goz war he gein.

Kuzul greg hag heol abredGwez a vent mad, gwez na vent ket.

Daonet a vo ma c’hiez…Lavaret n’e ket diez.

Da c’hrek vad gwella gwisiegezEo gouarn mad he ziegez.

Da vont da zougen ar Werc’hezE ranker prena dantelez.

Bez fur, pa n’oud koant,Diskouez ez peuz skiant.

Greg a labour en he ziNe vez kals hano anezhi.

Gwell eo eun dorz-vara war ann daol evit eur mezelour war ar prenestr.

Gwelloc’h pensell evit toull.

Gwell eo eur guden mad-nezetEvit na eo eun ti skubet.

N’euz tiegezHep buanegez.

Pa vez kouez, dorniat, arat,Ema ar vreg en hi loariat ;Pa vez forniat, iod ha krampoez,Penn ar vreg triflet a vez.

Eur c’hoari gaer e vez e tiMar euz kigel o komandi.

Elec’h ma vez eur c’hillok ne gan ket ar iar.

Pa vez brasa ar brezel e vez tosta d’ar peoc’h.

N’euz baz spern na baz lannEvit harpa oc’h baz Iann.

Pa ez pezo tanveet ar zouben, te he c’havo mad.

Dalc’h-mad, Iann !Te vo duk e Breiz.

Tog pe boned ’zo gan-e-hoc’h,Tres eun dogan ’zo war-n-hoc’h.

Iann-Iann ! Iannik-Iann !Iann diou-wech Iann !

Iann eo,Iann e vo.

Ema va lod e peb-hiniKent am bezo bet va-hini.

Ema va lod e kantKen am bezo bet va c’hoant.

Na eo ket braoBeza dogan,Pa ve bazadoGoude koan.

Dogan hag a oarA ia rag enep d’ar c’hloar ;Dogan ha na oar ketN’hen euz baradoz ebet.

Ac’hanta, Iann al Leue !Paket out bet adarre.

Pa vez ann avel e gevret,A zav c’hoant c’hoari d’ar merc’het.— Fors d’ann avel beza pe roud,Atao emaint e goud.

Ar ralla tra a ia en hentA zo eur pe-moc’h hep roc’hal,Eur c’hi hep trotal,Diou vaouez hep kaozeal.

E-leac’h ma-z-euz diou vaouez e vez marc’had, eleac’h ma-z-euz tri e vez foar.

Ann taol eo ar pounera,Penn maouez ar c’haleta.

Er fourniou-red, er milinou,E vez klevet ar c’heloiou ;Er poullou hag er sanaillouE vez klevet ar marvaillou.

Ann hini avantur he vreg,E leac’h unan hen euz deg.

Grac’h klemmuz,Grac’h paduz.

Ann hini goz a lamm en dourHag a bed Doue d’he zikour.

Ar vreg, ann arc’hant hag ar gwin,Ho deuz ho mad hag ho binim.

Karout ar merc’hed hag ar gwinn,A denn, peurvuia, da wal finn.

Ar gragez, siouaz ! hag ar gwinn’Lak’ ann tiegez war ann tu gin.

Greg a zo kustum da evaA bep hent holl ne dalv netra ;Ouc’h peb honestis e serr dor,Hag ouc’h peb pec’hed e tigor.

Eur goaz dre ’n em vezviHag eur c’hreg dre c’hoariA skarz buhan madou ann ti.

Greg a ev gwin,Merc’h a goms latin,Heol a sav re vintin,A oar Doue pe gwall fin.

Comentarios

Cargando comentarios…