Telen Merlin
Holl he hefont da yec’het an dijentil Mark.Eur c’horn ha zon ha dozt d’ar c’hastel.Silaou ha reont holl.
Enor d’an aotro Mark, krenv dreist ar re grenvaPep roue a c’hoantat burzudou e c’hlezeVit ma velin o c’hloar hirio vel ma tereMaestres ar zoniou kaer deuz d’am sklerijenna.Penoz kana tan an argadHa da zistro gand da lore,Da varc’h o tripal gand ar stad,Var e lerc’h kadourien Kerne
Stag a mezus ar rouaneValee tal da gar enorDa veuleudi ha zistoneDeuz ar c’hoajou betek ar mor.
Ne man ket er brut-vad holl gaerder ar vuheBrezellour gallouduz, ha c’hoant meur a roue.A glask ha bell-zo ha bemdeN’hini dôl var da lez ha var bep stourm c’houariSklerder e c’hoantiri,Fleurennic-krap ouz mogueriou da dourKaeroc’h evit ar spern guenn ha vit ar rozen flour,Fleuren ha garante c’houez-vad an neuv ganti.
Hag hi demdost da zigeriHe c’halonik leun ha dudi,A drido n’eun dihun lirzinDindan kenta pok ar mintin.
Yalc’had aour ebarz ar godelPa deu mouez an naon da zevelNe dal ket eur maout deuz ar berGand guin ho redek leiz ar gwer.
Enor d’an otrou Mark krenn dreist ar re grenvaPep roue ho c’hoantat burzudou he c’hlezeVit ma velin he c’hloar hirio vel ma tereMestrez ar zoniou kaer deuz d’am sklerijenna.
Abardae lorc’huz peb emgann,Livet gant ar c’huz-eol ruz tanVe dizedereat gant ar c’hanD’ar re ve var ho zremen banD’ar ganiri treac’h ar maroA ziskan dre glemmou c’hoeroHag ha ouel en noz tro-var-dro.
Ar stourmerien maro, ledet var ar c’hlazenTrôet o zrem varzu an në,Eman gant ar c’horfou golôet ar blenenMantel liduz an noz ha gwez didrouz warne.
Eur c’harmaden raouiet a sav a dol en êrKerkent eun nijaden pounnerHag a zisken gant trouzAl loened du o tont. Deuz-ta brân diratouz,Sethu did pred leiz-kof, jabadao, c’hoari gaer.
Brezellour gallouduz ha c’hoant meur a roueA glask ha bell-zo ha bemdeN’hini dol var da lez ha var bep stourm c’hoariSklaerder he c’hoantiri,Fleurennik, krap ouz mogueriou da dourKaeroc’h vit ar spern-gwenn ha vit ha rozen flour,Fleuren a garante, c’hoez-vad an nenv ganthi.
Allaz petra heo deut da vezanAr fleurenn ha chalme va zellouAn abardae mantruz ha drouklivet ha gouez gand he brumennou ;Kerkent ar skour zo deut da bleguaAr vleuen buan da zizec’ha.Avel fallakr ar gouanVell pennou fall ha vac’herienO deuz strinket en ear he doliou n’eur dremen.
Comments
Loading comments…