a-bezh
Mouez Meneou Kerne
Genel, beva ha marvelen hevelep lec’h !
An oaled !… Gir tener, ne glever siouaz ken,Gwir men-font al ligne ha distan an anken ;Lec’h a frealz padus, tenzor an envoriou,Minihy pep tiad pa deu ar glac’hariou.
An oaled !… Ar re goz, a rum da rum warniO deus bet barlennet ha tommet pep hini ;O bue, o skoueriou hag o marv a dud reiz.Eo a zalc’has difank ar giziou mad en Breiz.
An oaled !… Daou bried, a vec’h c’hoaz unanet,A diaze warni oc’h amzer da zonet ;Endro d’ezi, bemnoz, eur pennad goude koan,O c’halon a ziskwiz warlerc’h devez a boan…
An oaled !… Bugelig, kar anezi ervad,Mar tigoue d’it, biken, evel eun emzivad,Gonit da dam bara e-touez estren garo,Ar sonj eus an oaled a denno d’it daero !
An oaled !… ar c’havel, n’o deus nemed eul lec’h,Ha, mar vent dilezet, n’o c’haver mui neblec’h ;— Oh ! na gwitaet ket, m’ho ped, en han Doue,Elec’h m’ho peus c’hoarzet da gentan d’ar vue !
Me a garfe kavout mouez ar Barz bleo melen,Ha gant e vouez tener kavout c’hoaz e Delen,Evit laret d’an holl : — « Eun oaled pe vervel ; _Ar ween hep gwriziou na stourm ouz an avel ! »
O pegen kaer out, ma Breiz-Izel,Gant da zaonennou gwaskedet ;Gant da veneou soun hag uhelKarget a reier morgousket !
Diskan :O Breiz-Izel, o bro dudius,Tei a zo kaer, te zo dispar !Ennout e ver bepred evurus ;O ma Breiz-Izel, me da gar.
Kaer eo klevet, ’barz da vrouskoajou,Al lapoused o kanan flour,Hag o savel eus da draouiennouHiboud sklintin ar wazig dour.
Kaer eo gwelet, gant gliz an noziou,’Touez da c’hlazennou, bleun lirzin,O lintra evel perlezennou,Dindan bannou heol ar mintin.
Kaer eo en noz, ’us d’it o lintran,En bolz an nenv, loar ha stered,Henvel ouz sellou an teneranO tiwall da hun, Breiz karet.
Kaer out, gant bleun an neve-amzer,Gant parkadou ed gwen an hanv,Gant del alaouret ar goz-amzer,Ha kaer gant linsel wenn ar goanv !
Ya, da zouar ’zo kaer, Breiz-Izel,Ken kaer evel en amzer goz ;Mes marteze da Ine zantelA hirvoud bemde d’hon zud koz.
O Mamm-vro garet, sec’h da zaerou ;’Vit Breiziz, me lar d’it hirie :« Mar oa gwir Vretoned hon zadou,Ni a vo d’e gwir vugale !
« Ni ’zalc’ho start d’az yez. d’ar giziou,O deus grêt bepred da enor ;Ar fe, nerz ha sklerder ar broiou,N’az kuitao biken, Arvor ! »
Eur zerr-noz a nevez-amzer a gouee sioul ha dispar ;En disheol eun derven uhel ec’h azeïs dilavar…Ma c’halon a oa trubuilhet, pa deuas eun hunvre kaerDa ledan war ma foan-spered eur voren leun a zousder.
Gwelet a ren ma Breiz-Izel digabestr ha dishual,Adkavet ganti ar frankiz da ’n em ren evel gwechall ;Mammenn a beuc’h, a fe gristen, mirerez pep tra uhel,He brud en pevar c’horn ar bed a nije war an avel.
Ar Vretoned, ’vel o zud koz, a oa tud a lealded,Tud dispont ha tud a galon, ’n o c’hredenn pennou kalet ;Mennoziou dispar ha santel a rene ’n o c’halonou,Hag ar gwir war ar gaou hudur a drec’he en o sperejou.
Breiziz a gare o Mam-Vro hag, e-kreiz peuc’h he maeziou,E tremene drant o buhe ’touez lapoused ha bleuniou ;N’anveent ket ar fallente, n’ouveent fall-galoni ;Bevan ’raent en eur labourat ha mervel en eur bedi !
Ar furnez hag ar garante, tenzoriou ar Yaouankiz,A re d’ei miret gant doujans fealded hag onestiz ;An dud koz a oa enoret, ha furnez o c’henteliouA sturie o mibien sentus da gerzet en o roudou.
Urz a oa en tiegeziou ; breudeuriez, karante,’Tre an holl, paour ha pinvidik, ’n hon bro gristen a rene ;War bep mene, en pep traouien, e lintre Kroaz Hon Zalver,En-dro d’ei noz-de tud stouet, oc’h azeuli o C’hrouer.
Gant he drem leun a vadelez ’ welen ar Werc’hez santel’N eur goumoulen gaer o paran ’us da zouar Breiz-Izel ;Santez Anna hag hon zent koz, bodet holl en he c’hichen,A lenne d’ei hon oberou hag he fede d’hon difenn.
Dre-oll e lintre an dudi, ar vuhe a oa seder,Rak pep-hini evit Doue a re laouen e zever ;En eur gir, en hent ar furnez an holl a gerze eürus,Hag hen o rene dianken d’al levenez peurbadus.. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Siouaz ! setu me dihunet… ha ma hunvre alaouret,Gant ma joa, ma evurusted, en avel a zo nijet ;Ar bed ’zo ’vidon adarre leun a zroug hag a yenien.O Doue ! perak ne badas ma hunvre kaer da viken ?
Pa oan yaouank en ti ma zad, (diou wech)Ma flijadur a oa dalc’hmadEn koajou Breiz, maluron,Mont da vale.
Plac’hig dinec’h ha dizoursi, (diou wech)Da glask hunvreou a zudiEn koajou Breiz, maluron,’C’h en da vale.
Eun de, siouaz, eur barr-avel (diou wech)Lakas em fenn eur zonj diboel :Pell a goat Breiz, maluron,Mont da vale.
Hag hepdale, e kemeris (diou wech)Penn an hent a gas da Bariz.Pell a goat Breiz, maluron,’C’h en da vale.
’Vel ma kerzen gant an hent bras, (diou wech)Eur vouez em c’halon a laras :En koajou Breiz, maluron,Dous eo bale…
Dihunet gant ar c’homjou-ze, (diou wech)Pep tra d’in a lavar neuze :En koajou Breiz, maluron,Dous eo bale…
An ezennig o c’houibanât (diou wech)A lar da zeliou glas ar c’hoat :En koajou Breiz, maluron,Dous eo bale…
Gwazig ar prad, en eur dremen, (diou wech)A gan tener en he feden :En koajou Breiz, maluron,Dous eo bale…
Hag eun durzunel da ziskenn (diou wech)Da ganan klemmus em c’hichen :En koajou Breiz, maluron,Dous eo bale.
« — Plac’hig yaouank a Vreiz-Izel (diou wech)Perak kuitât bro da gavel ?En koajou Breiz, maluron,Chom da vale.
« Plac’hig, deus ganin eur wech c’hoaz (diou w.)Da chilaou mouez ar c’hoajou bras,Da goajou Breiz, maluron,Deus da vale.
« Eno, ’n eur vodennig didrous, (diou wech)Eman kuzet ma neizik dous…Da goajou Breiz, maluron,Deus da vale.
« En neiz am eus daou lapousig, (diou wech)Ha war ar skour eur mignonig,Da goajou Breiz, maluron,Deus da vale.
« Me zo ’evrus, heuilh ma c’hentel (diou w.)Chom da vevan en Breiz-Izel !En koajou Breiz, maluron,Chom da vale! — »
« — Tavet, tavet, turzunellig, (diou wech)Rannan a ret ma c’halonig,Pell a goat Breiz, maluron,C’houerv eo bale.
« Na guitan mui an evrusted (diou wech)Evit kêriou a boan-spered,Da goajou Breiz, maluron,Demp da vale ! — »
Hag e heuilhis al lapousig (diou wech)A gane laouen ha flourik :En koajou Breiz, maluron,Dous eo bale !
Eun devez o vale, war ribl eur wazig dour,Me ’glev eun evn o kanan war eur skour.
Diskan :Sav, sav da zellou, merc’h yaouank,War Vreiz-Izel ; pep tra enni ’ zo koant,Sav, ped eviti Doue,Ma kerzo eün gant hent ar Wirione.
« Me, eme an estig, eo krouadur Doue,Deut euz e berz d’az kentelian hirie.
Perag eta, plac’hig, biskoaz n’az poa sonjetKaerat e ’r vro out bet enni ganet ?
D’am daoulagad n’eus bro a ve dudiusoc’h,Na d’ar galon n’eus karantezusoc’h.
An heol a bar skedus ’us da Vreiz venniget ;Al lann, ar c’hoad gantan ’zo alaouret.
Ar chapel er brouskoad, ar c’halvar ’lein ar roz’ Zo testeni euz a fe da dud koz.
Tro-war-dro ar mor bras gant e drouz a luskel.A rumm da rumm, pennou-heurt Breiz-Izel !
Neuze eo dous, plac’hig, bevan fur, mat ha reiz,Genel, bevan, mervel war douar Breiz !
Evel da gendadou, kav gwell ganit mervel’Vit nac’h Doue ha da vro Breiz-Izel !
Ped Doue ma chomo dispak ’vel diagent,Baniel ar fe en hon Breiz, Bro ar Zent. »
An evn a vouskan c’hoaz ; kuitet ’n eus e vrankig ;Em c’halon ’ klevan bepred e zonig.
Me a distro d’ar gêr o sonjal ’n e gentel ;Hirie, d’am zro, me ’lar da Vreiz-Izel :
« Breiz ! Breiz ! pa ’c’h out eur vro ken kaer,Me a vezo karantek ’n ez kenver,Breiz ! daoust d’an dud dizoue,Me ’vo da vugel ’ hed ma holl vuhe. »
PIERIGDe-mat d’ec’h, minorezig koant,Fransoazig, o Fransoazig !De-mat d’ec’h, minorezig koantPlac’hig dudius, ma holl c’hoant.
FRANSOAZIGGwall-flour e kavan ho komzou,Pierig, o Pierig !Gwall-flour e kavan ho komzou,Gwall-dener ho kourc’hemennou.
PIERIGTeneroc’h eo ma neventi,Fransoazig, o Fransoazig !Teneroc’h eo ma neventi :Deut on d’ho koul da zimezi.
FRANSOAZIGA-rôk respont d’eur seurt goulenn,Pierig, o Pierig !A-rôk respont d’eur seurt goulenn,E fell kuzul ha sklerijenn.
PIERIGNa vezet ket re didrue,Fransoazig, o Fransoazig !Na vezet ket re didrue,Degemeret ma c’harantez.
FRANSOAZIGPell-zo e vefen dimeet,Pierig, o Pierig !Pell-zo e vefen dimeet,Panevet aon a wall-bried.
PIERIGOh ! mar ’peus aon a wall-bried,Fransoazig, o Fransoazig !Oh ! mar ’peus aon a wall-briedEn han’ Doue, ma c’hemeret.
FRANSOAZIGHoll e komzet brao evel-se,Pierig, o Pierig !Holl e komzet brao evel-se,Garo dindan, dous war c’horre.
PIERIGMa c’halon n’eo ket treitourez,Fransoazig, o Fransoazig !Ma c’halon n’eo ket treitourez ;Leun eo a deneridigez.
FRANSOAZIGMa vefen sur ez oc’h gwirion,Pierig, o Pierig !Ma vefen sur ez oc’h gwirion,D’ac’h, hep distro, ’ve ma c’halon.
PIERIGGwasan komzou a larin-me,Fransoazig, o Fransoazig !Gwasan komzou a larin-meE vo « ma dous », « ma c’harante ».
⁂Dimezet int hag eureujet,Fransoazig ha PierigDimezet int hag eureujet,’Kreiz levenez hag evrusted.
’Benn eur pennadig goude-ze,Fransoazig, o Fransoazig !’Benn eur pennadig goude-ze,Kenavo peuc’h ha karante !
Ankouaet eo ar c’homjou flour,Fransoazig, o Fransoazig !Ankouaet eo ar c’homjou flour :Ar promesaou ’ zo treitour.
Tôliou, gwall-gomjou hag enkrez,Fransoazig, o Fransoazig !Tôliou, gwall-gomjou hag enkrez,Setu lodenn ar plac’hig kez.
Bravat eo predeg ar bôtred,Fransoazig, o Fransoazig !Bravat eo predeg ar bôtred,Pa fell d’eze kavet merc’hed !
Mes ar re flouran ’n o c’homjou,Fransoazig, o Fransoazig !Mes ar re flouran ’n o c’homjouA wask ar gwasan a-wechou.
Ma c’halon gant dudi a dride ’barz ma c’hreizO welet, ken dinam, ken seder ha ken reizBugaligou vihan, ken koant evel ele,Stouet, ar wech kentan, ouz tôl zakr o Doue.
Na kaer eo o gweled, juntet o dornigou !War o zal skler e sked glanded o ineou ;Heb mar, euz an ôter, Jezus, o gwir vignon,En eus prez da zisken ’touez lili o c’halon.
Eun tad hag eur vam vad gant fianz virvidikA zaoulina ive e-kichen peb êlig ;Neuze ar pastor mad, evuruz e ine,A ro d’e zenved ker ar bara a vuhe !
Diwar he zron skedus Rouanez an EleA zell, gant madelez, ouz ar bleuniou koant-se ;Gant eur mousc’hoarz tener, eur mousc’hoarz dudius,E seblant skleraet he drem drugarezus.
— O Mari, o Mam vad, er miz-man, ken dispar,Galvet, e gwirione, levenez an douar,Kristenien ar bed oll a zaoulin evurusD’ho meuli, da c’houlen ho skoazell galloudus.
An ôteriou, ken stank, gwestlet dac’h, o Mari,A c’holoer gant fe a roz hag a lili,Rak bleuniou fresk ha skler, gant c’houez-vad ha glanded,Eo an dra muian din da ginnig d’ho Kwerc’hded.
Hogen, pelec’h kavet bleuniou dereatoc’h,Pelec’h kavet boked dudius ha glannoc’h’Vit ar bleun buhezeg, ’vit an êledigou,O deus bet gant Jezus c’houez melus an Nenvou ?
Mari, setu aze boked leun a c’hlizA ro d’ac’h hon farrouz, ar bla-man, ’vit ho miz ;Plijet hen degemer ; gret ma karfomp bepred’Pez a ra e gaerder : an douster, ar glanded !
Bonen, ar 4 a viz Mae 1911.
Ma zud a oa melinerienEn milin Gwrac’hig-an-draouien,War vordig an enezen,En milin Gwrac’hig-an-draouien,War vordig an dour.
’N eur velin goz, leun a zudi,A levenez, a goantiri.
’Dal ma tarze an heol veure,Er vilin e teue buhe.
He muzik flour, ’hed an devez,A luskelle ma levenez.
Eur miliner koant, hebdaleA c’honezas ma c’harante.
Eur meliner koant, gwir Vreizad,Eur c’hristen reiz, eur poanier mad.
Ped gwech, dindan ar c’helve glas,E vouez tener d’in a laras :
« Er vilin-man, ma dousig koant,Ni a vevo heb nec’hamant ».
Hag eun devez amzer-neve’Voe siellet hon c’harante.
Siouaz, ma joa, ma eürustedA dec’has prim ’vel al luc’hed !
Maro bugale ha pried,Ma-unan ec’h on, dilezet !
Ar vilin, neiz a levenez,’Zo repu ma zristidigez.
Degouet eo kuz-heol ma deiou,Têul ’ ra e zivezan bannou.
Sioul, e c’hortozan ar zerr-noz,’Chileo tik-tak ma milin goz.
Mantel ar goz-amzer war ar bed a zisken, (diou wech)Ar c’hoat en deus gwisket e zilhad aour melen. (diou wech)
Ar winidel digar ’ zo nijet da bell-bro,Lapoused Breiz a gan o diwean zonio.
Prestik an avel-yud a deuio, gant kounnar,Da zistag, hep true, pep delien diouz he barr.
Dirak ar gouanv kalet, joa ar maeziou a dec’h,Mes kalon ar Breizad ’ zo laouen ha dinec’h.
Serret mat eo an est ha klozet er zolier,Bara war ar planken, kig-sal ouz an treustier.
Glevet ket er c’harti c’hoarzadeg ha zoniou,Paotred o c’houitellat ’n eur valan avalou ?
Diouvrec’h krenv ha nerzus a stard war an dorchen,Ar jistr en eur drouzal a ruilh er variken.
Na brao e vo bemnoz, ’tal an tân, klozet mad,’N eur dibri kistin tomm, evet eur skudellad.
Pegen drant eo tremen nozveziou hirr ar gouan,Luskellet, ’n eun ti zoul, gant trouz ar c’harr nean !
Ar vugale youstan, war vord o gweleou,Yann-grenn ’n eur c’hornig kloz, ’tal pôtr ar marvailhou.
Skabel ar vignoned renket er plas kentan,An avel o trouzal hag ar skrilh o kanan…
Leur an ti goloet gand plouz ar ruskennou,Ar merc’hed o c’hourdrouz pôtred ar sklabeou.
Hag ar skullad jistr tom, mammenn al levenez,Oc’h ober, hep ehan, tro ar gompagnunez.
Setu perak e trid kalon al labourer,Pa wel an del melen o nijal dre an êr.
Peb amzer, war ar mêz, an eus e levenez,En Breiz n’eus ket a lec’h ’vit an dristidigez.
’Tal he frenest, eur glanvourez,Gwen, dinerzet ha kasti,’N he foan hep frealzidigez’Deue stank da hirvoudi ;Eun devez a nevez-amzer,Eun evn, eur winidel dener,Dindan korn he frenestig,’Deuas d’ober he neizig.
Diskan :Hag ar plac’hig, eüruz meurbed,D’al lapousig glas, laouen, a lare :— Ganit e teuy d’in ar yec’hed,Gwenidelig koant, ma c’harante !
Bemde, goude, gant levenez,’Tal he frenest, ar plac’hig’Deue da welt an evnig kezO sevel e neiziadig ;Richan ar wenili denerHa douster an nevez-amzer’N he c’halonig a zileAr spi, ar joa, ar vuhe !
Diskan :Hag ar plac’hig, evurus meurbed,D’al lapousig glas, laouen, a lare :— Ganit e teuy d’in ar yec’hed,Gwenidelig koant, ma c’harante !
Bep hanv, gant ar c’hentan bleuniou,E teue al lapousigDa zevel e evnedigouDindan prenest ar plac’hig ;Ha, pa deue an amzer griD’ober d’ean kimiadi,Nag a c’hlac’har, a zaeroA heuilhe ar c’henavo…
Diskan :Ar plac’hig ankeniet meurbed,D’he lapousig glas a lare neuze :— Kenavo… ha gant ar yec’hed,Deus endro buhan, ma c’harante.
Mes, eur goanv kalet ha garo,Ar plac’hig paour dinerzet,Ouz falc’h didrue an AnkoStourm, allaz, nan hallas ket ;Ha, pa deuas ar winidel,An hanv goude, da Vreiz-Izel,En kichen ar prenestig,Ne gavas ken ar plac’hig
Diskan :Ha ’tal ar prenest dilezetAn evnig mantret, klemmus a gane :— Plahig kez, deus c’hoaz da weletAr wenidel goant, da garante !
Warlerc’h sklerder an de, pa deu an noz peuc’husDa ledan war ar bed he mantel moredus,Pa dav pep trouz war an douar,Mouez drant an estik-noz, en donder ar mêziou,El lec’hiou gwaskedet, ebarz an traouiennou,A deul, en noz, he zon dispar.
Kaerât eo he c’hlevet ’kreiz ar sioulder o ren !Gwech e seblant sevel, dous evel eur bedenn,’Trezek ar volz steredennet,Gwechou-all, sklintinoc’h, e tisken er mêziouDouget war an ezen ; en saonenn ha koajouE klask an hekleo morgousket.
Gant eur muzik ken dous, Breiz-Izel luskelletA zonj ’n he c’haerderiou dispar ha ken meuletHag a drid laouen ’n he hunvre ;Neuze, dre vouez dinam ha glan an Telenner,E kas gant doujans vras, etrezek he C’hrouer,Eur bedennig a drugare…
War dreujou e di plouz, beb noz, al labourerA deu, drant, da glevet an diskan-ze ken kaerO tregerni en e barkou…Ar vouezig dudius en e ine a hadAn dousder frealzus, an heveleb c’hwez-vad’Deus bet tanveet e dadou !
Hag ar barz evurus, en noz o hunvreal,Gant douster ar vouezig hag he c’han dishual,E galon a zo goneet !An Awen a gerz skanv en noz sioul ha distanHa war e delen aour ar barzig a vouskan,Dindan sell al loar arc’hantet…
Kân eta, estig-noz, kân, telenner dispar !En koajou Breiz-Izel, pell diouz trouz ha safar,Kân, hep paouez, da zon tener !…Evrus nep zo ganet war an douar peuc’hus,’Lec’h m’hall klevet bep noz da zôn karantezus,Ha ganit bevan er sioulder !
Ar bed en eus tôlet e vantel a gozni,Eun oabl glas ha lirzin a lintr ’uz d’ar maeziou,En draouienn hag er prad, ar waz, ’n eur hiboudi,A ruilh ’touez ar bleuniou
An heol a zo savet beure mat ha seder,An evned a richan ’uz d’ar gwenojennou,’N o zour dantelezet e vrall drant ar c’hleier,Setu sul ar bleuniou !
Sul ar bleuniou, ger dous, ha devez ar c’haeran,Gouel leun a goantiri gant Doue dibabet’Vit bezan ive gouel ar vugale vihan,Bleun tener a c’hlanded !
Ha da vouez ar c’hleier, eus pep park hag hent don,Renet gant eur vam vad, e tifluk eun êlig ;Fichet brao ha seder, e tired d’ar pardon,Eur bod beuz ’n e zornig
An dudou vras ive a zeu holl gant bleunio,En koun euz an enor rentet da Vab DoueGant tud Jeruzalem, breman daou vil vla zo,P’Hen klaskent da roue !
Ar c’hleier zo tavet hag an dud evurusEn o iliz vihan ’zo daoulinet gand fe ;Peden ha kan d’an Nenv a ginnig dudiusC’houez melus al lore.
Ar bleun ’zo benniget… ar prozesion zantelA ra tro an iliz dindan ’n ezen dener ;Pep-hini gant doujans ha karante a zellOuz e voked dister.
Hag ar « Gloria, laus » a zav drant d’an Nenvou :« Gloar, enor, meulodi ra vezo rentet d’it,« Roue a Israel, Salver an holl boblou,« Deuet euz gouen David !
« Evel ma tiredas gwechall eur bobl doujus« Da skuilh, gant karante, bleun war da wenojen,« Ni ’zeu da ginnig d’it, en giz bleun dudius,« Hon c’han hag hon feden.
« Mes ar pez a rent i ’vit ar C’hrist a dlee,« Prest goude, hon zalvi, hon frenan ’n eur dremen,« Ni hen gra d’ar Zalver, Roue a drugare :« Ra glevo hon feden ! »
Goude ken kaer peden, tud vraz, bugaligou,A glev an oferen, drant ’vel sent hag êle ;Piou zo kiriek d’o joa ?… ’N o c’halon, d’o bleuniouE laront trugare…
Ha goude an ofis, er gêr gant ar re gozGant evez bras e ve lodennet pep bodig,Er c’hraou, ’us dor an ti, en korn ar gwele kloz’Ve laket eur brankig.
Ha gant eur werennig leun a zour benniget,’Weler goude an tad o vale e barkou ;Gant ar bodig santel war e vadou karetE strink gliz an Nenvou…
Pa guitafomp ar bed goude ar vuhe-man,Pa vo war ar vaz-kaon hon c’horv yen ha maro,Strinket ’vo warnean ar gliz sakr diweanGant bod sul ar Bleunio !
O burzud ! Ar gouel-man en eus treuzet divrall,Hep koll e goantiri, kantvejou niverus :Hon bleuniou a vir c’houez ar bleun tôlet gwechallDindan treid glan Jezus !
Barnet ez on, ha gant ma enebourienSetu laket eun termen d’am buhe.Me ’ro laouen ma c’horf paour d’am bourevienHa ma ene a ouestlan da Zoue ;Ne grenan tam dirak kounnar ar flammouHa d’ar maro me gerz dinec’h meurbet,Rak em c’halon me ’glev bepred ar c’homzou :C’houi c’hall mervel, Bro-Frans ne varvo ket ! (diou wech)
’Vit ma bro ger eur garante vras meurbet‘Lakas em c’hreiz ma c’halon da dridal ;Me a fell d’in mervel, o Frans venniget,En eur laret ho hano dishual !Gwaskerien fall a zonjas ho mastaran ;Nerz d’ho tifenn Doue ’n eus d’in roet.Breman dinec’h, meulet, karet ho lezan,Me ’c’hall mervel, Bro-Frans ne varvo ket !
Da vab sant Loeiz ’meus rentet e gurunenn ;Dilezet ’oa, me ’deuas d’hen sikour ;Bremañ, siouaz, hen am lez ’barz an anken,Dinerz etre skilfou an enebour ;Mes breman c’hoaz, evel gwech-all em frajou,Me ’glev moueziou ma zentezed karetO laret d’in laouen en bolz an nenvou :C’houi c’hall mervel pan eo Frans adsavet !. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
O Janned Ark, breman eus ar joaiustedWar an douar, teurvezet rei eur zell ;Deut da ziwall hon Bro-Frans, ho pro garet ;Skoazell dreist-oll d’hon broïg Breiz-Izel !Hirie an de ec’h int c’hoaz gwall-drubuilhet ;Klask a rer mougan enne ar gwir fe ;’Vit o difenn, eus an nenvou diskennet,Ma vo bepred Breiz ha Frans da Zoue !
Tud yaouank a Vreiz-Izel, didostait da glevet,Da glevet kanan eur zon a zo neve-zavetWar vuhe eur paotr yaouank ganet en Breiz-Izel,Mantret gant keun ha glac’har d’eur vestrezig fidel.
’Touez ankeniou ar bed-man, n’eus hini ken c’houeroHag an disparti poanius krouet gant ar maro ;Krisât eo d’eun den yaouank gwelet e garante,Eiz devez kent an eured, diskennet en he be…
Koulskoude, tudou yaouank, setu ma flaneden,Mougan tan ma yaouankiz gant daerou a anken ;’Vit kavet nerz da vevan ez eo red din sonjalEm flijadur dremenet, em deveziou gwechall.
Evel kalz a dud yaouank, e stagis ma c’halonOuz eur vleuennig dispar, eur plac’hig a feson ;Siouaz ! a-boan tanveet, ma joa a zo kollet ;Nijet ez eo en avel ma hunvreou karet.
Kentan e tegoueas d’in gwelet ma ferlezenn’Oa en pardon Hanter-est, ’barz ar gêr a Rostrenn ;P’he gwelis ken fur, ken koant, ’barz ar prosesion,Gant levenez ’barz ma c’hreiz e tridas ma c’halon.
Skanv evel eun durzunel, mistr evel eun heiez,He stumm a oa dereat, stumm eur wir Vreizadez ;He zal gwenn, he zellou don, he bleo melen frizet…Ma c’halonig, hep distro, d’ezi a oe gwestlet.
Bervi a ren gant an hast d’ober anaoudegezGant rouanez ma c’halon ha ma c’hentan mestrez ;C’hoant am oa da rei lod d’ei ’barz ma sonjezonou ;Ha me ’vont d’he zaludi, goude ar gousperou :
— « De-mad d’ac’h, plac’hig yaouank, turzunel ar goantan,’Deus grêt d'am c’halon tridal evit ar wech kentan,Me garfe kavet ar joa da c’houzout hoc’h hano,Rak hoc’h envor ’barz ma c’hreiz da viken a vleunio ! »
— « Respont a rin, den yaouank, evuruz ha seder,D’ar pez a c’houllet ganin ’n eur feson ken tener ;Annaïg eo ma hano, eun hano anavet ;Laret d’in, m’ho ped, perak e karec’h hen kleved ? »
— « Annaïg, hen goud a ret, perak chom souezet ?Ar gwel ac’hanoc’h hirie en eus ma goneet ;Annaîg, en han’ Doue, daoust hag en ho kalonNan hallfec’h miret, d’ho tro, eul lec’hig evidon ? »
— « Ma c’halon-me, den yaouank, a zo frank he goulou ;Den ebed, betek breman, ’n eus skoet ma zellou ;Abaoue pell-zo, koulskoude, e klaskan an doareDa gavet eur mignon sur ha din a garante. »
— « Annaïg, hon c’halonou ’zo grêt ’vit ’n em gompren ;Me ive ho klask pell-zo, evel eur berlezen,Rak furnez ha karante, kalon leal ha frank,A zo hirie gwall-dano etouez an dud yaouank. »
— « Ar c’homjou-ze, mignon ker, zo pouellus ha gwirion,A levenez, a zudi e kargont ma c’halon ;Kenavo ar blijadur d’ho kwelet hepdale,Da bardon ar Rozera, ’barz en Plougerneve ! »
Me a distroas d’ar gêr, seder hag evurus,Da gontan ma joaüsted d’am zud karantezus ;Holl asambles, a galon, e c’houljomp gant DoueDigas eur rozen ken kaer d’am liorz hebdale.
’Touez envoriou an dousan, hunvreou alaouret,E c’hortozen an amzer ma tleen he gwelet ;Skanv e kaven al labour, dudius ar vuhe,Beuet bemdez ha bemnoz ’n eur mor a garante.
Degoueet eo, evelkent, an devez binniget,Degoueet eo an termen ganin ken gortozet ;’Trezeg bourk Plougerneve, ’dreuz ar brugou melen,Me a gerze, an de-ze, gant eur spered laouen.
Feal d’ar ger roet d’in, ma mestrezig karetA oa deut ive d’ar gouel, evel m’he doa laret ;Bale ’rejomp asambles, betek fin ar pardon ;Eno ec’h anavis reiz tensoriou he c’halon.
Stardan a rê mui-ouz-mui chaden hon c’harante ;Toui ’rejomp ’n em garet betek fin hon buhe ;Ma vije kontant he zud, prestik an dimezi ;Mont a ris d’he c’has d’ar gêr ’vit klevet o ali.
Pep tra a gerze dispar, herve hon mennoziou,Bleun a ziwane dre-oll war hon gwenojennou ;He c’herent a asantas da c’hoant hon c’harante,O welet n’hallemp bevan an eil heb egile.
Digoumoul hon c’halonou, evel hon c’harante.Setu grêt an dimezi pemzek devez goude ;An holl a gemere lod en hon evurusted,Ni a c’hortoze gant prez siel aour an eured.
Siouaz, plijadur ar bed ’zo finvus ha marvel,Ha Doue a roas d’in, prest goude, ar gentel ;Rak ’benn eun toullad deiou, e teuas d’in kelo’Oa ma mestrez ’n he gwele, skoet ’vit ar maro.
Neventi kri ha digar, o spontusât kelo !…Ma Doue, perak eta, perak n’on ket maro ?…Ma c’halon daou-hanteret, gouliet ma ine,Ec’h is kerkent d’he gwelet, ’vit gout ar wirione.
Allaz ! n’eo ket eun hunvre, mes gwirione poanius ;Ma mestrez zo dirazon en eun doare mantrus,Eur gwall-glenved, en tri de, en eus he diskaret,’Vel eur vleuennig tener gant ar reo dizec’het.
Hinjet gant an esperans, ar boan hag an anken,Epad tri de ha ter noz e chomis ’n he c’hichen ;Siouaz, netra ne harzas labour kri ar maro…’Oamp ket choazet gant Doue ’vit bezan priejo…
War askel yen an Ankou ma dous a zo tec’het ;Chomet ez on ma-unan, gant eur galon frailhet ;Ma mouez skuiz a rank tevel, mouget gant ma daerou ;O Doue, grêt ma ’z in prim d’he gwelet d’an nenvou !
Ar c’hloc’h, ’us d’ar barouz, truezus a ziston ;Goude gouel bras ar zent, setu gouel an anaon ;Evelse, er bed-man, an holl draou a dremen ;Goude al levenez, ar boan hag an anken.An hanv, gant e vuhe, an eus roet e lec’hD'ar goz-amzer peuc’hus ha d’he dremm leun a nec’h ;An heol, en oablou griz, ne ro mui d’an douar’Med eur sklerder doanik hag eun dommder klouar ;’Vel evnigou tiet, an deliou aour melenA goue war ar yeot sec’h gant eun huanadenn.Ar wazig a hirvoud d’he riblou marellet,Skrilh al lanneg a dav er brugou dislivet ;Ha lapoused ar c’hoad, ’n eur bakan o zelen,En em guz, strafuilhet, er c’hleuniadou raden.Mes, en de-man dreist-oll, pa respont d’ar c’hlaz-noz,Ekleo ar c’hoajou bras, ar zaonen hag ar roz,Eun hurusaden yen, a deu eus ar vered,’Vel eun ezen a ganv a dremen war ar bed.Sioulder vras ar maeziou a zeblant pounnerroc’h,Ha pep tra a gemer eun dremm ankeniusoc’h.Dirak eur skouer ken kaer, daoust ha ni, kristenien,A vefe hon unan o tiskouel hon yenien ?Daoust ha ne glevomp ket er c’hlaz ha ’n e glemmouAn anaon kez o skei war dor hon c’halonou ?O ! gwechall, en hon Breiz, bro ar giziou santel,Eur c’hiz kaer a rene el loch hag er c’hastel :An noriou digor frank, pep taol goarniset mad,
Ar re-varo henoz a deue a vagadDa zibri, da diskuiz, d’azean hunvreüsEn ti o doa gwechall bevet ken evurus.O Breiz, ma bro garet, daoust hag avel ar fallUs d’ho penn kantvlaziek, pa dremen ’n eur yudal,A vije krenv awalc’h d’ober dac’h dilezelGiziou ken enorus, envoriou ken santel ?Nan ! Breiz, mar oa gwechall bro garet an anaon,D’eze c’hoaz, en hon touez, eo digor pep kalon,Ha pa disken an noz he mantell moredus,Pa hirvoud an avel eun diskan glac’harus,Dre an henchou don, don, karget a ineou,Breiziz evel gwechall a deu d’an ilizou.Bale a reont holl, dilavar ha didrouz,Dre an traouiennou goue hag ar meneou rouz ;Gant bec’h e envoriou pep hini zo zammet,Ar beo hag ar maro a zeblant unanet…Setu int er vered e ti an anaon paour,Ar vered, hon ti-ni, daoust d’al lorc’h ha d’an aour.Eno, en o c’hichen, ’benn varc’hoaz marteze,Dindan hon bec’h douar, ni vo kousket ive…O ! pegen krenv ar vouez a zav eus ar beiou !Renket aze en peuc’h, en disheol ar c’hroaziouMoueziou ar Garante, ar Glac’har, an EnvorDeut war askell ar boan, eus fonz ar purgator,N’o deus ’met eun hirvoud : « Breudeur, true ouzomp !» Hirie, da vihanan, eur beden evidomp,» En koun ar garante hon deus bet evidoc’h,» Ha pa vimp evurus, ni a zonjo ennoc’h. »Ar galv-se dreist-natur a strink en peb ine,War ar sklas a chomp c’hoaz, eun elven a drueHa tra ma teul al loar, dreist d’ar c’houmoul louedet,Sklerder melkonius he bannou drouklivet,Pa dizolo a-dreuz brankou an ivin glazAman eur men pounner harpet ouz troad eur groaz,
Aze eur be bleuniet ha bordet a drêz gwenn,Pelloc’h, war douar fresk, perlez eur gurunen,Tad, mamm, pried, bugel, breur ha c’hoar ha mignon,A diskarg en daërou bec’h pounner e galon,Ha pedennou tener, ezans a garante,Gant c’houez vad ar bleuniou a bign beteg Doue…O ! tôlen war an dro frealzus ha kaledA ra vad d’ar galon, daoust ma samm ar spered ;An anaon hag an dud, eus an daou du d’ar be,Unanet ’vel gwechall ha startoc’h marteze !…Mes, savet, kristenien, hag evit eur pennad,Da zellet en-dro dac’h, sec’het ho taoulagad.Aman, kichen ar be zammet a vokedou,Du-ze, tost d'ar c’helc’h koat leun a gurunennou,Tal ar marbr-se a doug gant lizerennou aourHano eur pinvidik, kousket er c’haëran laour,Sellet ar beiou-ze ha na dougont henoaz,Nemet spern an dilez ha drez hir an ankoaz.Beiou… nan, ’met kentoc’h eur vontennig douar.Houman, pilet gant troad eun tremener digar,Hounnez kollet er yeot, ha pere martezeN’o deus ket gwelet c’hoaz den stouet warneze ;Rak aze zo o hun breudeur kez da Lazar,Ankoueet adarre pa oant war an douar ;Ne oa ket kalz a dud en o douaramantHa na deuas d’o c’hlask na kroaz aour nag arc’hant ;Biskoaz n’eus bet skuilhet a zaerou war o be,’Met gant an ivin glaz, da vintiniou miz maë…Hag hirie, de o gouel, n’eus ket bet eur c’hristenO tigas betek d’ê eur bod nag eur vleuen.Mes hon mamm an Iliz, seul-vui trugarezusMa ’z eo he bugale poaniet ha gwall-eürus,Hec’h-unan, an de-man, a bed evit digollAn ineou paour-ze dilezet gant an holl ;
He mouez eo a glevomp o tamant barz an tour.Vit ar re-ze dreist-oll e c’houl ganimp zikour :— « Ma bugale, sonjet er paourkez reuzeudig,« Roit d’ezan ive glizen eur bedennig. »Mignoned an anaon, o ! Bretoned kristen,D’ar berejou fenoz diredet a vanden,Goude bean pedet war beiou ar gerentHag ar vignoned vad hon deus karet kement,Stouomp eur pennadig, ’barz ar yeot dizec’het,Laromp eur bedennig ’vit « Ar re dilezet » !
Wardro gant he fried, adal ma strink an de,Gwreg al labourer douar a zo savet bemde.War he daoulin, gant fe, e lavar he feden,’Vit goul digant Doue, tad al labourerien,An nerz hag ar yec’hed 'deus ezom vit poanianEpad an devez-se da zervij anezan ;Hag e c’houl a galon e wellan bennoziouWar pried, bugale, war loened ha madou.Neuze, evurus bras, dinec’h ha kalonek,E krog, en eur vouskan, ’n he labour pemdeiek ;Tra ma vez he fried, ermêz en e barko,Dindan heol tomm pe gliz, pleget war an ero,Hi a chomp ’barz ar gêr, en sioulder he zi.En keit-ze, a gredet, didalve, dizoursi ?O nan, pell ac’hane ! Nag a labour ha poanHe deveus o renkan, oc’h urzian heb ehan,Oc’h ôzan boued d’ar re ’zo du-ze o poanian,Hag o deus gwall ezomm, evit 'n em gennerzan,Eus eur vagadurez yac’hus ha kalonek,A zegaso d’eze an nerz o deus kollet.Aman eun tôl-lagad, aze eur c’hourc’hemen !Dre-holl eo red d’ezi ha gwelet ha kelen.
Hag en divez an de, degouet koulz ar repoz,P’eman an holl didrous, kousket ’n o gwele-kloz,Ar plac’h kez a zo c’hoaz war vale hec’h-unan,O stampad, o wriad, ’tal an oaled ledan.Ne zonj ket en he foan ; ’n he c’hreiz ’zo levenez,Rak urz ha karante a ren en tiegez ;Hag o sonjal en ze, e vouskan evurusEur werzennig tener pe eur zon dudius ;Eus skrilh ar fornigel ar vouezig deread,Mesket gant hec’h hini, luskell hun an tiad !. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .Mes an noz war ar bed a zo pell ’zo koueet ;Daouste d’an holl labour eo red mont da gousket :War he daoulin neuze, gant anaoudegez vad,E lavar trugare d’he Roue ha d’he Zad ;’N he devez, ar beden ’zo bet er penn kentan,Ha dre ar beden c’hoaz ec’h achu anezan.
Pa gemero he c’horf eun diskuiz goneet,Pep sort sonjezonou ’zammo c’hoaz he spered,Hunvreou a zudi a rey d’ei levenez ;Mez lïez ’do ive hunvreou a enkrez ;Rak gouveout a ra, mar he deus bugale,’Vo red d’ei, evite, rentan kont da Zoue ;Ha, war o gwenojenn, hi a welo stignetPechou fall ha hudur, gwall-skoueriou milliget.Eur bec’h pounner neuze a zammo hec’h ine :— « Doue ! Gwerc’hez Vari, o diwallet noz-de !An dra-man, an dra-hont a deuy c’hoaz d’he nec’ha :An eost n'eo ket bet puilh, ar goanv hirr a dosta ;
Mes en kreiz he glac’har, koulz ha ’n he levenez,Bepred, ha dreist pep tra, e vezo kristenez.Pa vo skanv ar vuhe : « Doue ra vo meulet ! »Pa vo pounner ar groaz : « Ra vo meulet bepred ! »— « Ma Doue, emezi, o me hen goar ervad,Pez a digaset d’in ’zo ’vit ma brasan mad.Ra vezo gant an holl enoret hoc’h Hano,Ha karet da viken, en pep lec’h, en pep bro ! »
Evelse, digabestr, en sioulder he maeziou,Hep bezan anveet trubuilh fall ar c’hêriouE tremen he buhe. Pa deuy d’ei ar maro,Evitan da dostât, tam ebet ne greno :Rak goude bezan bet kement, ’pad he buhe,Labouret ha poaniet, pedet noz ha beure,E vezo digollet ; en hec’h eur diwezan,Doue a frealzo krizder he zremenvan.Pa laro kenavo he yeuzou morlivet,’Vo gwelet war he drem liou an evurusted ;Pa frailho kalonou he zud gant an enkrez,Hec’h ine a nijo d’an Nenv, d’al levenez.Eno, ’n eur mor a c’hloar, ’touez ar Zent, an Ele,E vezo didrubuilh ’hed an eternite !
Ar plac’h yaouank divlamm a zo ’vel eur rozenHag a dôl en-dro d’ei, dous evel eur c’hlizen,C’houez tener ar glanded ; dre-oll, dre ma tremen,Eus he buhe dinam hi a lez eur skeuden.
O ya, eur plac’h yaouank, p’he-deus poell ha furnez,Netra war an douar ’n eus he zalvoudegez !Skanv, laouen ha dinec’h, he mousc’hoarz dudiusA had, en pep kalon, douster, spi frealzus.
Bezan ’c’h eo ’barz eun ti eun êl a garante ;En he daoulagad don, melezour hec’h ine,E lenner peuc’h, fians ha lealded gwirion.
Daoust na vo ket memes kaer-dispar he gened,Enni e strink ken reiz buhe, nerz ha yec’hed !Ar gwel anei hepken ’lak dudi er galon.
Jobig, ar mevel bras,Marian, ar vatez, (diou wech)O servij a-viskoaz, dig gue di la li re diEr memes tiegez, dig gue di lan la.
O vêsa o denvedEr roz hag en draouien,O devoa prometet’N em garet da viken.
Laket ’doa an termen,D’unani o deiou ;Deut e oa eur frouden,D’aveli o fennou ;
Kuitât o Breiz-Izel’Lec’h ma vevent ken drant,Ha mont d’ar broiou pellDa rozellat arc’hant.
War e vrec’h eur falc’hig,An noz kentan a vaeTrezek « koat an estig »,Jobig a valee.
Trezek « koat an estig »,Da glask eur ween bae,Da ginnig d’e zousigVel merk a garante.
Kreiz ar c’hoat e kavasEur bodig ar bravan,Kuzet ’n e zeliou glas,Eun estik o kanan.
— « Lapousig evurus,Paouez gant da richan,Da ween dudiusA fell da Varian.
« Saeiennou marelletE pign ouz he branko,Biskoaz ne oe gweletSeurt baeenn en hon bro. »
Ha hep sonjal ouspenn,Job a sko war ar barr,Pa glev a-us d’e bennHirvoudou a c’hlac’har ;
Klemmou an estig-noz,O ouelan d’ar brankig’Lec’h ma teue bemnoz,Da ganan e zonig.
Dizeblant ha digar,Jobig a sko bepred,An estig war ar barrA glemm ha ne dec’h ket.
D'ar beure, MariannigA zav prim ha laouen :« Daoust hag-en ’n eus JobigAnkoueet ma baeen ?
« En he brankou uhelPetra a gavin-me ?Eur mouchouer godelPe eur bizou neve ? »
Ha buhan ar plac’hig,An nor a zigoras…O burzud ! he bodigZo kaeroc’h ’vit biskoaz.
Saeiennou o lufranTouez an deliou neve,Bleuen a neve-han,Bleuen a garante.
Ha dindan an deliou,’Vel peget ouz ar barr,Telenner an noziouMaro gant ar glac’har.
Dirak al lapousig,Maro dre garante,Marian ha JobigA zonj en dorn Doue.
« An estig zo maroKent ’vit kuitât e vrank.Na gwitet ket ar vroHo magas en yaouank. »
⁂Jobig ar mevel bras,Marian ar vatez,Zo breman laouen-brasE penn eun tiegez.
Hag evel o zud koz,Etouez ar c’hoajou bae,En bro an estig-noz,E tremen o buhe.
Du-ze, ’barz an dremwel, en eun oabl entanet,’N eur mor a sklerijen, an heol a zo savetE vannou kaer a zav ar vantel a ganvouChomet, warlerc’h an noz, da wiskan ar maeziou,Ha dirak e sklerder, e dan hag e vuhe,Ar bed hanter-varo a hadvev a-neve.Ar yeotennig tener, dour en he daoulagad,A zav seder he fenn d'e vannou tom ha mad ;Ar rozen a zigor, a zispak he deliou,O rei he c’houez melus d’ezenn flour ar maeziou ;Al lapousig bihan a hij e ziouaskel,Hag a deul, gant kalon, e gentan rimadel ;Ar gwenan aketus a darnij skanv, laouen,O klask o magadur, a vleuen da vleuen…Souden e sav en êr eur vouez dous ha sklintin :Ar c’hloc’h a vrall seder Anjelus ar mintin ;E vouez o tarnijal, ken drant ha ken flourik,A zihun ar bugel kousket ’n e gavelik.Ha ’vel ma teu an heol, dre e dan hag e sked,Da zihuni pep tra, da rei buhe d’ar bed,Evelse, mouez ar c’hloc’h o son an teir Ave,E ti al labourer a zegas ar vuhe…
Ar vam, goude bezan laret war he daoulin,En enor da Vari, anjelus ar mintin,Eur mousc’hoarz war he drem ’dosta ous ar c’havel,En pehini breman e richan he bugel.O pegen dudius da welet, 'n e neizig,An êl-ze ken dinam, ken gwerc’h e galonig !…E dal gwen 'vel lili, a vleo aour kurunet,E vuzellou tener o c’hoarzin d'an Elet,E zaoulagad digor, o kanan ’n e yezigAr rimaden dousan, ar gaeran pedennig…O welet anezan, ken kaer, ken dudius,Kalonig ar vam gez 'n he c’hreiz a drid eürus :Ha gant eur garante birvidik ha tener,’Tre he diouvrec’h gant joa, e stard he elig ker.Neuze e tesk d’ean, gant soursi ha preder,Juntan gant devosion e zornigou tener ;Laret ha hadlaret ’ra d’ean, gant dudi,An hanoiou santel a Jezus, a Vari ;Hag o sevel d’an Nenv he zell an teneran,En pehini e verv ar fians ar vrasan :— « Mam Doue, emezi, Gwerc’hez glan ha dinam,« Teurvezet, me ho ped, silaou pedenn eur vamm !…« Dac’h hirie, o Mari, e westlan ma bugel ;« Bezet da virviken e zouten, e skoazel !« Evel ma tiwallec’h ho mabig ker, gwechall,« Deut, ’n e vugaleach, ouz pep droug d’hen diwall !« Epad e yaouankiz, renet gant madelez« E gammejou distur, dre hent ar gwir furnez :« En eur gir, grêt ma vo, pad e holl vuhegez,« Gwir servijer ho Mab, hag hoc’h hini, Gwerc’hez. »
Hag ar vam a zec’h prim an diou dakennig dourA ruilh, dous ha sioulik, war he diouchod ken flour,Evurus da vean he c’hrouadur gouestletD’an hini a hanver Rouanez an Elet !…Evit eur vamm gristen, o kaerat AnjelusHag a blij kalz, heb mar, da galon Mam Jezus !Ha penôs e c’hallfe Mam an holl GristenienDilezel hag ankouat ken birvidik peden ?N’hall ket chom hep diwall an elig-ze ken glanKinniget d’ei bemde gant ar zalud dousan.Hag he brec’h galloudus ha leun a drugareHen skoazello bepred en risklou ar vuhe.Eus lein ar Baradoz, hep skwizan, warneanE skuilho, noz ha de, he bennoziou krenvan,Da c’hortoz hen dougen ganti d’he bro eürus,Da ganan, ’touez ar Zent, an Ave peurbadus.
Alc’houeder koant, evnig tener,Tarnij dre-oll ha kân seder ;Skuilh e pep lec’h, gant madelez,Komz Doue, peuc’h ha levenez !
War-dro gant an neve-amzerHa bleun kentan ar prajeier,Eul lapousig, eun alc’houeder,A gân e Breiz soniou tener.
A-us da barouz Pont-Melve,E kân dreist-oll gant karante,O vont d’an Nenv gant ar bedenPe gant ar mennad o tisken.
En pep kalon, ’n pep tiegez,E strink dihued ha levenez,Rak e brezoneg, hon yez kaer,E kân stank stank an alc’houeder.
Bep sûn, betek ma zraouiennig,E tiskenn hekleo e vouezig ;Goneet gantan ma ineEvurus a lar trugare ;
A lavar trugare gwirionD’ar rener mad, den a galon,A stign telen an alc’houeder,Hen stumm kenkouls ’n e labour kaer.
Neuze e sonjan gant dudi :Arabad c’hoaz fall-galoni !Keid m'he do ebestel ken reiz,Ar fall ne gludo en hon Breiz.
Pa glask kement a fall-skridouBreina spered ha kalonou,Frealzus eo gwelet sevelDre-oll kelaouennou santel.
D’eze holl mil bennoz DoueHag en hano Breiz, trugare !Ra vevfont pell ’kreiz an enor,Da deul frouez santel en Arvor !
Ouz troad ar mene, e sav drant (diou wech)Lochennig plouz ma dousig koant.
Diskan :Dousat eo ar garante !Da veuli he dudi bemde,Kanomp gê !
’N eul lec’hig koant, flour ha didrouz,Lec’h ma kân noz de al lapouz,
Bemde, war ar roz alaouret,Ec’h a da vêsa he denved.
El lanneg-ze, envor dousan !…E welis anei da gentan.
Eun heol hanv a bare skedus,Me a valee hunvreüs,
Pa glevis eur vouezig laouen,O tiston seder en draounien.
Mouez sklintin eur vêsaerezigKen tener evel he zonig ;
Hag er roz, 'touez ar bleun melen,‘Welis o lintran he hoef gwen.
« O plac’hig, kanet c’hoaz, m’ho ped ;Ho tiskan a zo kaer meurbed ;
Ho son tener hag ho mouezigA ra tridal ma c’halonig ! »
O ruian, ar vêsaerezigA blegas he zellou doanik.
He dremm oa dous, he bleo melenA glaouiere war he zal gwen…
’N hon c’hichen eun evn a gane,Ha dre e zon e lavare :
Me ive, gantan goneet,A laras d’ar plac’hig karet :
Kompren a reas ac’hanonBreman, kevred, kan hon c’halon :
Nag e vemp disterik ha paour,Evurusted zo gwell ’vit aour !
’N hon zi bihan, ’ skeud ar mene,Ni vevo drant gant gras Doue.
Ni vevo seder, da c’hortozMont da ganan d’ar Baradoz.
En oabl glas an heol a lintre, lala, (ter gwech)En tour ar c’hleier a gane,
A gane, gant al lapoused,Eun devez a evurusted ;
Eureud diou galonig dener,Diou rozen a neve-amzer ;
Diou rozennig karget a c’hliz,E-kreiz gened o yaouankiz.
Ha koz ha yaouank a ganeDudi ar priejou neve…
Eur plac’hig naontek vloa hepkenA huanade gant anken ;
Dirak ken dous evurusted,He bec’h a oa pounner meurbed.
Hag e sonje ’n he deiou kaer,Karget a hunvreou tener…
An den-ze neve-eureujetGanti pell-zo a oa karet.
D’ezi hen a westlas ive,Hep distro, kalon ha buhe.
Digoumoul e oa o deiouHa dibreder o c’halonou.
Siouaz, joa ar bed zo henvelOuz eur vogeden en avel.
Ar boan a drubuilhas timadAn diou galon drant eur pennad.
Eur gwall-deodad, ’vel eur c’hleze,A droc’has liamm o c’harante.
Digar, an estig a dec’has ;Kalon ar goulmig a frailhas.
An estig ne zistroas ket,Eun durzunel en doa kavet.
Eun durzunel ’touez ar brankou ;Skoulmet e oa o c’halonou.
Hag ar plac’hig a hirvoude,Hag he daerou, stank a ruilhe.
« Bue glac’harus ha c’houero,Dousat e kavfen ar maro !… »
Klemmou ar goulmig glac’haretGant Doue a oe chilaouet.
Eur miz goude, ar c’hloc’h klemmusEn tour a zone truezus
Kanvou eur vleuennig yaouank,’Rôk ar c’houlz, sec’het war he brank,
Maro gant nec’h ha gant glac’har,Koulmig dilezet gant he far !
Eun ezennig a neve amzerA gane dispar en deliou,Eun heol drant a ginnige sederMousc’hoarz e diwean bannou ;Pegen dous e-touez ar bleuniou,El liorz-man leun a gaerder — leun a gaerder,
Peuc’h ar zerr-noz, elec’h levenezA lede war ma hunvreouEur vorennig a dristidigez,’Vel koumoulen skanv an oablou ;Ma zell a bare, ankeniet,War eur rozen liou dispar — O liou dispar !
He c’houez dinerz, ’vel klemm eur c’hlanvour,A gane sioulik d’am ine,Eur c’hlemgan dous, truezus ha flourLuskellerez a garante…« O bugel, chilaou ma c’homjouMa mouez skuiz a c’houl tevel — a houl tevel ;
« Eveldout, e tougis eur pennadGened dispar ar yaouankiz ;Kinnig a ren puilh d’an daoulagadKaerder, koantiri ha drantiz ;Mes ma dudiusan gened,Ma enor da virviken — da virviken,
Ar gened-ze a strink ken skedusEus neve-amzer da vuhe,D'ar beure ken beo ha ken lintrus,’Benn zerr-noz ’vo goenvet ive ;’Vit kavet ar gened gwirion,A bado keit ha Doue — keit ha Doue,
Kevanus eo gwelet anê,Yaouank, seder, leun a vuhe,O ren dre-holl o c’harante.
Evel diou c’hoar en em garont ;N’eus forz pelec’h e valeont,Gant levenez en em heuilhont.
War o sonjou, deut memes re,War o c’halon, war o buhe,’Man siel aour ar garante !
Abredig o deus ’n em choazet,Ha da viken o deus touet’Vijent, a galon, unanet.
Ken start eo al liamm etrezeM’o deus reit an eil d’egileEun dra bennak eus o ine :
’N em garout en peuc’h ha distur,Ren o yaouankiz reiz ha fur,Setu ’vite ar blijadur.
Gwelet ’vent stank, sul ha goueliou,Dibreder, a dreus ar maeziou,O vont, kevred, d’ar pardoniou.
Pe c’hoaz o tizrei o-unan,Dre an henchou dôn, ’n eur vouskân,Pa guz an heol e vannou tân.
War riblou dispar eur wazig,Elec’h ma voud an ezennig,’Lec’h ma richan al lapousig.
An diou vignonezig, laouen,’Touez lïez a vousc'hoarzaden,’N em blij o tibun o c’huden.
Eno, nag a bennad dudi,Kaozeaden ha neventi,Troc’het gant c’hoarz ha kaniri.
« Dec’h me ’m oa bet eul lizerig,Leun eus karante ma Ferig,’Teus ket bet kelou a Yannig ? »
« Pegen dudius eo bevan !Pegen dispar eo al lec’h-man !Annaïg, c’hoant ’m eus da ganan ! »
Ha ma vo unan trubuilhet,En kalon an all dizammet,Hec’h anken a vo distanet.
Krenvat eo an unvaniez,Dousat an deneridigez,A unan diou wir vignonez !
Ya, tener eo ar gir « mignon »D’un mat ’n em roomp a galon,Rag distank eo ar re wirion !
Ezennig flour, ezen dispar,Buhe an noziou sioul ha peuc’hus,Te had ar spi war an douarGant eur pok dous ha karantezus.
Ar c’hlizen a disken ganitE kalon ar bleuniou mousc’hoarzus,Hag int, ’n eur stoui, a ro d’it,Evel trugare, o c’houez melus.
Er brouskoajou sioul ha didrous,Da halan a zihun an deliou,O luskellat ’n o neizig dousDa vignoned, an evnedigou.
An estig-noz, er c’hoad uhel,A ginnig d’it e zôn arc’hantet ;Ha te laouen, a denn-askell,He doug d’an oabl glas steredennet.
E chiminal al lochennigTe gân bemnoz joa an tiegez,Hag e bleo aour ar bugeligDa ine a drid gant levenez.
D’an dud yaouank o hunvrealE vouskanez sôn ar garante,War an dremmou trist ha tenvalE skanvaez koummoul ar vuhe.
Kannerezed, lutuned noz,Ganit, pell zo, a zo anavet.Ped gwech, er zaonen hag er roz,War da askel o deus diskuizet !
Ezennig skanv, mouez ar sioulder,Pa valeez traouien ha mene,Da Vreiz-Izel, hon bro dener,Lavar karante he bugale.
Pa dremenez ’us d’ar mor bras,D’ar merdead komz eus e vroïg,Kas d’ean c’houez ar balan glas,Ha gant douster luskel e vagig.
Ha d’ineou ar Vreiziz koz,A ouel ennout stad o Bro garet,Evidomp holl lavar bemnoz :« Kousket en peuc’h, Breiz ne varvo ket ! »
Abaoe pell amzer e sonjen :Pegoulz e c’hallin-meKreski, dre eur zonig ouspen,Kanaouennou Kerne,Evit gallout, hervez ma c’hoant,Meuli a vouez uhelAr gemenerien, pôtred drant,Enor hon Breiz-Izel :Rak nan eus , en nep lec’h,Tud ken sart ha ken dinec’h :
Diskan :Deut holl eta, diredet, Bretoned,D’o c’hanan en eur vouez,D’o meuli hep paouezA !Deut eta, diredet, Bretoned,Da ganan gant enorKemenerien Arvor !
Ar vicherourien en hon Bro’Zo hirie niverus ;An holl a veul, gant o hano,O labour talvoudus ;Brudet bras eo ar botouer,Kalvez, milinerienMes ar maout ’zo d’ar c’hemener,Ken drant war e dorchen.’Vit gwir, bravât micherEo hini ar c’hemener !
Ar c’hemener, pôtrig laouen,’Zo brudet mad dre-oll ;Bepred seder, mistr ha kempen,Karet eo gant an holl ;Gant e deod distagellet mad,E dezennou fentus,Pep-hini, goneet da vad,A lavar evurus :Ya, en gwir, m’hen lavar,Ma c’hemener ’zo dispar !
Pôtrig yaouank, ar c’hemenerA blij d’an holl verc’hed ;Gant eur zell eus e lagad sklerE trid kalon Janned ;Ar pôtrig-ze a zo ken koant,E gomz ken dudius !— Gant hennez, heb mar, eme Fant,Me ’vefe evurus !…Rak dinec’h ha sederE vev gwreg eur c’hemener.
Ar Vreiziz koz a lavare :— Paourkez kemenerien ! —Ne oa ket gouest nao anezeDa dalvezout eun den.Ar vrud fall-ze, gant an amzer,’Zo tec’het eus Bro-Vreiz ;Breman enor ar c’hemenerA zo dillac’h ’n hon c’hreiz :Ha n’eus ket eur BretonMuioc’h ter ha dispouron.
Breman, piou a c’hall laret c’hoazAr vad a ra d’an holl ?Ar zervij a rent ’zo ken brasN’hallfomp ket hen digoll ;Holl hon deus ezom anezaYaouank, koulz evel koz ;Paour ha pinvidik, hetomp eta,Gant ar gwellan bennoz,Bue hirr ha seder,Yec’hed da bep kemener !
Tud kalonek a Vreiz-Izel,A boagn bemde, bemnoz,Da rei ’n hon zouez eur renk uhelD’ar gwiskamanchou koz ;Barzed Arvor, klaskit an tuEus ar veskennerien,En o c’hreiz e verv c’hoaz gwall druO diagentourien ;Ya, en dud-ze ken reizEman stard karante Breiz !
Holl, war ar bed trubuilhus-man,Hon deus enebourien ;An teod fall ne espern netraNa kemener, zoken ;Kalz a lavar int gwaperien,Farsourien disprizus ;Bezomp bepred prest d’o difennOuz gevier ken spontus :En peb lec’h, da viken,Bevet ar gemenerien !
Furchet am eus pevar ganton, (diou wech)O klask eur plac’hig a feson.
Youp, youp la ri don don,La ram tra la li re,Youp, youp la ri don don,La ram tra la li re.
Eur plac’hig fur ha didamall,Eur plac’h yaouank a c’hiz gwechall.
E Penn-ar-Roz, war a glevan,Eman an hini a glaskan.
Nag e kollfen amzer ha poan,Fenoz d’he gwelet mont a ran.
— Eurvad ha joa ’barz an ti-man,Debret eo koan, war a welan. —
— Ya, ma den mat, debret eo koan,Tosteit, mar plij, da dal an tân ;
— Savet war grec’h ’ta, den yaouank,Azeet aze war ar bank. —
— Trugare d’ac’h , ma moereb vad ;Deut, ma yontr, laket eur c’horniad. —
Hag ar pôtr koz da gaozeal ;Me chilaoue en eur luchal
Ouz ar plac’h yaouank zo aze,He c’hegel lin ouz he c’hoste.
N’am oa ket he gwelet biskoazEn dansou nag er foariou bras.
He bleo ne oant ket bletonnet,Brao war he zâl e oant rannet.
Gwech ha gwech-all, ha d’ar c’houlz vad,Eur gomz a boell ha plaset mad.
O ! mar mije kredet goulenOber ganti eur gontaden !
Mes penôs kwitat ar pôtr koz,Pa na oa fin ebed d’e gôz ?
Ha setu sonet unneg eur,Gwall-boent eo distrei d’ar Gerveur.
— Nozvez evuruz… Kenavo !Hebdale, me a retorno.
Ya, retorn a rin aliez ;Kavet am eus ma gwir vestrez.
Ha mar ve heuliet ma mennoz,Prestik ’vo dans e Penn-ar-Roz !Youp, youp…
Ma nerz ha ma amzer en aner ’m eus kollet, (diou wech)’Klask tizout eun tensor ha n’am eus ket kavet, ô. (diou wech)
An tensor-ze hep priz, hanvet evurusted,A lak hirnez ha spi en pevar c’horn ar bed, ô.
D’hen klask am eus furchet en kêr ha war ar mêz ;Dre-oll am eus kavet hirvoudou hag enkrez, ô.
Da zastum madou bras e poagnis da gentan,Dastum a ris gante an trubuilhou gwasan, ô.
Gant ar plijaduriou am eus hen goulennet :C’houervente ha daerou ganin o deus lezet, ô.
Troet am eus ma zell warzu an enoriou,Mez o douster lorc’hus a wask ar c’halonou, ô.
Furchet am eus ive kalon meur a vignon,Biskoaz n’am eus kavet eur garante wirion, ô
Danve, plijaduriou, enor, falz-karante,Ho levenez gwalc’hus ’n eus trenket ma buhe, ô.
Madou ha joa ar bed, ’vel beiou ar vered,Dindan bleuniou a guz breinadur ha prenved, ô.
Levenez an douar, ken skedus en dremwel,Pa dostaer d’ezi, a deûz dirak ho sell, ô.
Ar gwir evurusted n’eo ket eus ar bed-man ;Poaniomp dont d’an Nenvou ’vit kavet anezan ! ô.
Me eo Yannig ar mil micher (diou wech)Anavet mat gant ar vizer.
Diskan :Hop, hei tra la la la la la la laLa la la la la la la la la la.
Brudet dre-oll war an douar,Biskoaz n’em eus kavet ma far.
Eur vestrez koant am eus choazet ;Mont a ran lïez d’he gwelet,
D’he gwelet beteg ti he zad,Eur c’hastel plouz e korn eur c’hoad.
Neuze, eur c’horn ’barz ma genou,Me a gomz d’ei eus ma madou.
Me am eus eur c’hog hag eur yar,Eur garrigell hag eur c’hoz karr ;
Eur skabell-goad, eur bank-tosell,’N eul lochig tro, prest da goueel ;
Eur c’hi, eur c’haz hag eur c’havrig…Gwell-chans ne gavi ket, plac’hig !
Setu aze roll ma madou,Klevit breman ma micheriou.
Me a zo kloc’her ha sakrist,Butuner mad ha lonker jist ;
Kemenerig, kôzeer flour,Ha meliner, laer ’vel an dour ;
Botoer-koad ha kereer,Dibuner neud ha pilhaouer ;
Marc’hadour moc’h, marc’hadour zaout ;Da laerez kezeg ’c’h on eur maout !
Barner hag archer ’ven ive,Pa ne c’haloupan arôke.
Pa fell d’in bevan eus ma rent,Me glask ma boued e tro an hent.
Eus a belec’h ’ta, Marivon,Ho po gwell fortun evidon ?
Arsa ’ta, mignoned vad, ’gav ket dac’h e ve poent,P’eo bet brevet ar bôtred ha dikriet kement,Lezel ane, eur pennad, en peuc’h da ziskwizan,Ha war ar merc’hed, d’o zro, skei eun tammig breman ?Evidon-me, mar gallfen, me a labourfe drantDa beseliat a-zoare korvenn Janned ha Fant,Da zispak dirak an holl, frêz ha skler, an dôlenEus an troiou a zonj d’e n’int anveet gant den,Da harz oute da vean re lorc’hus ha re griHa da beilhad, hep paouez, ha Jakez ha Pipi.
War don : « Matilin an Dall »
Deut eta, merc’hedigo,Da chilaou ho toare ;Aman, dichek, c'houi ’glevoSouden ar wirione :Kalz, marvat, a feukoHag a rei d’in gwall-zello ;Mes an holl, a dra zur,’ Devo ket displijadur !
⁂Skoomp kentan, mar karet, war ar merc’hed faroA ’n em blij kalz o redek ebatou ha foario.Marvat, ’veldon, alïez, a galon ’ peus c’hoarzetO welet ’ne, a vanden, gant an hent o vonet ;Ar big, krog du ’n o skouarn, a stard, a stard bepred ;Ober ’ ra d’eze nijal kentoc’h evit kerzet.
’Vel traou hanter-benfollet e treuzont lann ha roz :« Marteze, aboue pell-zo, ’man du-ze o c’hortoz ! »Hag en eur fichan bepred ha kouef ha tavanjer,Gant aon na vefe netra da zisplij da Fanch Kouer,Janed a digoue erfin en tachen an ebad.’Vit bean gwelet gwelloc’h, e sav war veg he zroad :« Klevet a ran ar zoner, krog e ver da zansal…Laret am oa d’ac’h , Mari, oamp warlerc’h ar re-all !Deus aman ’ta, deus buhan, aman ’vemp uhelloc’h,Aman e vefomp gwelet hag e welfomp gwelloc’h ! »Ha pep-hini, evelse, a glask al lec’h gwellanMa koueo sellou Yannig warnezi da gentan…
A ya ! ma mignoned ker, na kaerat tôl-lagad,Gwelet ar merc’hed renket o klask gwerz er marc’had !…Yen ha kri eo an amzer, troc’han ’ra an avel ;N’eus forz, gwelloc’h eo d’eze mervel evit tec’hel…Gant hast ha gant levenez, o c’halon a dridaPa grog an « accordéon » da c’hoari ar « polka »,Ha pa deu eur c’hoz treuhek, gant eun tog war e benn,Da glask unan er blokad evit hinjal he c’houen.Nag a zell poaniet a bar war ar paourkezig den,Hag enne holl e c’hall lenn an hevelep peden :« Daoust ha me eo a choazo ?… Me gred e teu aman !…» Peuh ! Hounnez a ve bepred dibabet da gentan !…» An dra-ze, marvat, a boagn da c’honit aneze,» Rak petra ec’h eo hounnez gwelloc’h evidon-me ? »Mes souden unan a wel he hini o tremen…Ne bad mui ar plac’hig kez : « Mari, deus da bourmen ! »En pep lec’h war e zeuliou, en pep lec’h war e hent,An dro-man, mar n’eo dall-pik, e welo evelkent.Siouaz, gwasat poan-galon ! Ya, Fanch a wel skler mad,Mes faeüs ha didrue e tro e zaoulagad…Hag evelse, alïez, ec’h achu an devez,Hep na gav Janed, eur wech, gwerz d’he marc’hadourez.
Neuze, avat, ne c’hoarz mui, en eur distrei d'ar gêr,Ne ra nemet gurunal war ar paour kez Fanch Kouer.Eur zac’hig a vez laket evitan a-goste ;Mes, pa deu, eur c’hoarz tener eo a gav adarre !…
Me ho ped, merc’hed yaouank,Sentet ouz ma ali,Roët hent ledan ha frankDa Fanch ha da Bipi !
D’ho tro, bezet faeüs,Dizoursi ha disprizus,Ha m’hen tou, c’houi ’weloAr bôtred o chanch ardo !
⁂Mat ! Mes petra lavaret ? Me gred eo poent tevelHa rei peuc’h d’ar merc’hed kez a gouef santez Katel.Skoomp breman war ar re o deus bet an eurvadDa zimezi d’eur Yannig ha da ren eun tiad.Mar ’deus ar merc’hed yaouank siou koant koant meurbed,Ar gwrage o deus ive troiou kamm ha kuzet.Gwasan si ’deus ar gwrage, gwasan ’devo biken,Eo eur garante re vras ’vit an « hini melen ».N’eo bet degouet dac’h biskoaz gwelet pemp, c’houec’h ane,’N eun hostaliri didrous, ’n eur gambrig a-goste,Dastumet endro d’eun dôl goloet a wer leun,Mes nan, kredet ac’hanon, gant dour eus ma feunteun !Eur yec’hed eo o c’hleved o tibun o c’huden ;Eno, avat, ma zud kez, e kerz Mari laten !…Nag a gelo estonus, nag a neventi gaerA oar Janed lip-chopin ha Mariana gomer !— « ’Peus ket klevet an dra-ze ? ?… Fe, me oar ze pell zo !« D’ho yec’hed, komer Janed ! Amann ’peus hag uo ? »« — A ! n’int ket re grenv breman ; mez Yan zo diwezat ;« Gwech hag amzer e c’hallan flemman eun tam sac’had !…
« Mes echuomp ar re-man ! Mik avelet zo fall…« Pouah ! n’on ket ’vit andur !… Hostizez eun dro-all ! »Hag evelse, hep paouez, an eil war-lerc’h eben,Ar gwerennadou dour krenv en o goug a dremen.Tremen reont ken lïez ma weler JanedigHepdale o luskellat penn-boemet gant ar mik…Marian ne vranskel ket hag hi evet ouspen :« — Red eo laret, ma c’homer, hoc’h eus muioc’h a benn ! »« — Merc’hed kez, eme eun all, Doue ! me ’zo deut gwan !« Ne ran nemet penn-mêvi… en peb lec’h em eus poan !« N’eus ket ezom da gâd aon e vin-me lonkerez ;« Ne c’houllan seurt ebet nemet dour sklêr ha lêz ! »Hag ar stoterez daonet a lar ar c’homjou-man,Tra ma lip piz, ’n he gweren, al lommig diwean…— O ! gwin-ardant milliget, poezon fall ha direiz,O stoterezed divez, c’houi eo dizenor Breiz !…
Gwrage kez, laket evez,Dre forz c’hoari troiouRust ha garo, eun devez,Yannig a zihuno.Neuze ’vad, — poent e vo ! —Kenavo, mik ha loko !Trouz el loch, bec’h ha chao,Fest ar vaz ha jabadao !
⁂Gallout rafen mont hirroc’h, mes awalc’h eo breman ;Tennet, me ho ped, merc’hed, ho mad a gement-man.Ho pedi a rin ive, ho pedi a galon,Na vefet ket re feuket, re gounnaret ouzon ;Ma c’homzou, mar dint garo, n’o deus nemeur a bouez,Evurus braz e vefen, mar dougfent eun tamm frouez ;Laret int dre garante, ha nan dre zroug ouzoc’h ;Breman, mar n’oc’h ket kontant, gwaz a ze evidoc’h !…
Deut holl, m’ho ped, da glevetEur zon neve,Eur zonig a zo zavetEn bro Kerne ;Zavet d’eur pôtrig lorc’hus,Eur pôtr a c’hiz neve,Gant e ardou mogedusA ’n em bakas eun de.
Fentus ’ve gwelet FanchikEn goueliou Breiz,Gant e liviten lost-pik,Faoutet er c’hreiz ;Eun tok ribot gwintet sonWar e benn a bonsin ;D’an dud fur, gwalc’h o c’halon,E ro lec’h da c’hoarzin.
E vleo a ve klaouieretGant louzou c’houez ;E varo a ve gwietGant pep evez ;Maneget e grabanou,Eur walen war e viz,Eur « cigare » en e c’henou,Evel eur gwir vourc’hiz.
N'eus ket ezom da zonjal’C’h eo gwir gristen ;Ne c’houl ket, an eubeul fall,Mestr na lezen ;Yez e dud, ar brezoneg,’Ra ruan an aotro ;Distagan ’ra ar galleg,’Vel eur piler pato…
Eun devez dreist d'ar re-all :— Sell, ’me Fanchig,Marteze ’c’h eo poent sonjalKlask eur wregig ! —War eur plac’h pinvidik bras,Eur plac’h fur ha kristen,Ar pôtr a deulas e choaz,’Vit kerkent he goulen.
Eun noz eta, fichetoc’hEget biskoaz,An azen kez leun a lorc’hA gemerasEur wenojen ’dreus parkou,’Vit mont, gant tân ha c’houez,’N eur frizan e voustachou,Da c’houlen e vestrez.
’Hed an hent, Fanch a zonjasEn e gomjou,Ha kerkent ma tigouezasWar an treuzou :— « Bonsoir, Monsieur, Madame,Soyez très enchantés,Moi, Fanchig, je réclameVot' fille à marier… —
An holl a c’hoarz o klevetEur seurt komjou ;Tog izel ha korf pleget,Fanch an ardouA ziskoue chaden e vontHa lunedou e fri ;’Kreiz an ti, ’c’hortoz respont,Kerent e zous Mari…
Houman, ’benn eur pennadig,A lavaras :— N’oc’h ket grêt, paourkez Fanchig,’Vit bout ma gwaz ;Ma yez eo ar brezoneg,’Blij ket din hoc’h hini,Birviken pabor gallekNe reno ’barz ma zi !
’Rôk sonjal kât ac’hanon,’Rôk ma goulen,Krennet eun tamm, ma mignon,Ho liviten ;C'houeet, m’ho ped, nebeutoc’h,Ha bet muioc’h a fe ;Ouspenn ma vefet furoc’h,Esoc’h ’vo d’ac’h ive.
War gement-se, trugare,Ha kenavo…Chans vat da gât hepdaleEur wreg faro ;Ganin hoc’h eus goneet,Rak, mar na po eur plac’h,Evit serri ho moged,Ho po breman eur zac’h.
Ma zelen, peurvuian ken drant,Ma trid gant an dudi,A gan hirie, gant nec’hamant,Eur zôn a velkoni.
Eneb ar veventi direiz,Ar si-ze ken mezus,A gresk bemde en hon bro Breiz,’Vel eur c’hlenved spegus.
Kregi a ra er yaouankiz,Zoken er vugale ;Dindanan gouenn goz ar VreizizA blado hebdale.
Poanius eo gwelet tud yaouank,Gloar ha buhe eur vro,O teul en evaj, ’vel er fank,Brud vat, fe o zado.
Mar deo truezus buhegezEur pôtr yaouank mevier,Mantrus eo buhe an tiegezRenet gant eul lonker.
Pried garo, tad didrue,Na gar ’met gwin-ardant ;D’ezan, hep keun, e werz bemdeIne, nerz ha skiant.
Koll a ra peb urz, pep kreden,Ankouaz hent an iliz ;Bep sul e klev an oferenOuz tôliou an hostiz.
E wreg kez hag e vugaleO deus evit lodenDienez, klenved, paouranteHa daerou a anken.
War zao eta, gwir Vretoned,War zao, en han’ Doue !Ouz ar veventi milliget,Stourmomp en pep doare !
Brezel d’ar gwin-ardant mezus,Enebour an Arvor,Ma vo hon gallout peurbadusHa diflach hon enor !
Ar C’hernevadArsa, mignon Gwenedour, me ’glask, aboue pell-zo,An tu da gavet disput gant eun den eus ho pro ;Eun disput plen ha joaüs, hep taoliou na kounnar,War hon giziou pemdeieg, hon zud hag hon douar.
Ar GwenedourHardeh bras hou kavan-me, Kernevad, me mignon,O klah tabut doh un den, hep anau anehon !Neoah, eid hou kontantein, me disputou genoh ;Biskoah eraug Kernevad ’neus kilet me zud koh.
Ar C’hernevadMa zud koz, koulz hag ho re, a oa tud galloudek,Kerne ’deus bet a-viskoaz bugale kalonek !War digare int lorc’hus ha taer ’vel an avel,Ar Wenedourien a gred ’int mestr e Breiz-Izel.
Ar GwenedourPe grogent en ou fen-bah, de « drouhein arnehe »,Hou tud koh evel kiher ’rauk me re e skarhe ;Me zud koh ou des perped dihuennet ou inour ;Ou goed e rid hoah hiniu e kreiz er Gwenedour.
Ar C’hernevadHo tud koz, war o meno, ’oa holl evel prinsed ;Me ’meus klevet koulskoude ’oant paour evel rac’hed !O bugale, daoust d’o lorc’h, a vir c’hoaz an hano :Dre-oll int anavet ’vel debrerien pato.
Ar GwenedourMalac’hti, Kernevad bian, hou tead zou forh abil ;Merhad ged hou tam ioud-kerh hui zou rah tuchentil ;Neoah, tra ma lonket hui deur skler avel pisked,Ged chistr mat, nerhus ha huek, ni a dor hon sehed.
Ar C’hernevadN’em eus ket poan o kredi ez eo red deoc’h evetEvit dsikenn ho yod mel hag ho krampouez louedet ;Eur Gwenedour, ’meus klevet, heb netra a iskiz,A c’hall debri en eur pred eun dorz vara gwiniz !
Ar GwenedourHou komzeu, me feurkeh den, ’zo truheg ha diben ;Ne ve ket atau dek lur en torzeu bara chuen,Ha neze, mar debramb kalz, ni zou lan hun dilhadE chubehe, hep huizien, torchen ur Hernevad !
Ar C’hernevadNa feuket ket, ma mignon, ha na vet ket re rok,Rak, mar deo hir ho « saro » ha voulouzet ho tok,Ni, gant hon brageier moan, hon chupennou danve,’Zo tud faro ha diskuiz ha dilui da vale.
Ar GwenedourN’em-boe ket chonjet alkent ’pehe kredet pompalGed hou kuiskemant disneun ’tal hun dilhad bragal,Rag ni zou brudet guerso, rah pôtred ha merhed,Ged hun dilhadeu voulouz, lufrant hag argantet.
Ar C’hernevadDaoust hag-en e tikrifec’h stum ar Gernevadez ?Ken seder gant he c’hoef gwenn, he c’holier dantelez.Kouls er ger ’vel er pardon, dereat ha kempenn,N’he deus ket a « gapot du » da c’holo he c’hrotenn.
Ar GwenedourGuelet a ran, Kernevad, e oh kriu d’hou lezen,Deit enta ur ueh benak d’er pardon de Geluen ;Inou e chomheh bamet, digor forn hou keneu,Inou e ueleheh reih, n’oh ’meit peurigelleu.
Ar C’hernevadMalac’htoupen, Gwenedour, evidon-me bepred,Biken lousten eus ho pro n’am bo evit pried !N’o deus na tres, na feson, rous kaled o fennou,Suilhet gant ar wall-amzer, maget ’touez ar brugou.
Ar GwenedourMen Doue, na peh un ostiz, nag ur pichon a zen,Rak bete kalon hun bro fot dehon hun dispen ;Meit alkent dohpen eid brug e sau en hon doareu ;Er lanneier ne vout ket gue pir hag avaleu.
Ar C’hernevadBirviken n’am bo fians en ho touar meinek,Keit ha ma vo ho loened ken fall ha ken treuhek !C’hoarzin a ran p’ho kwelan o kas plous d’ar marc’had,Daou gole stag ouz ho karr evel daou benn-danvad.
Ar GwenedourE Kerneu, ar hou kleuet, n’es ’meit pinuidigeh,Lonned mat, tud a feson, argant, plijadureh ;Hi huitât a ret neoah, rak hep ar GerneuizGuerso ’ve cherret en nor ar « usineu Pariz. »
Ar C’hernevadBiskoaz kemend-all avat ! Sed aman eur gwidal !’N em zonjet mat, ma fôtr paour, ’rôk dikri ar re-all.Anavet oc’h reiz ive gant « pato ar Jersey »,D’o bro e tec’het bep pla da fritan paourante.
Ar GwenedourBoaret on, aben er fin, get kôz ar beurante !Laret ’vehe koueh en eur ’vel grizilh e Kerne ;Neoah er bernieu montad harpet doh hou locheuDiskoueant ket e rudel en ol ar ar madeu.
Ar C’hernevadRed eo laret, Gwenedour, oc’h breman o farsal,Rak ho siou ’hoc’h-unan a dôlet d’ar re-all ;Hag ouspenn c’houi ’oar ervat penôz, e Bro-Kerne,’Lec’h ma oa lochou gwechall ’zo kastellou hirie.
Ar GwenedourDioalet da vout hanval doh ran al litorien,A greuas e klah huihein kement hag en ijen,Rak me ’gred ’pes beh erhoalh klah danne da bompalGet ur vro ken difeson ha lan a vodeu fal.
Ar C’hernevadFe d’am douar, ma zud vad, sed aman eur maoutig !Hen, marvad, eo an ijen, me ar paour kez rannig ;C’houean ’rin c’hoaz kouslkoude gant giziou ma c’horniad,Ha c’houi, ar « paon direret », c’houi renko izelât.
Ar GwenedourSantez Anna beniget, na goehat ur begek !Hou plas hui, ’leh er person, zou er gador bredek :Meit lakeit, pa garehet, hou kizieu ’tal hun re,Hag ar Vreihiz d’ou barnein ha de choech etrede.
Ar C’hernevadAn dibab a zo graet kaer e pevar c’horn ar vro ;Goueliou ar Gernevaded ’zo brudet a bell-zo,Brudet eo hon eureujou ken drant ha deread,Gant o giziou dudius, o doare ken breizad.
Ar GwenedourA houde guerso eue, rah e oar er VreihizNe spir ket hou pardonneu de re ar Venediz ;Hag hou euredeu, men den, ou des ur liu breihek,Merhad dre me tregernant get sonenneu galek !
Ar C’hernevadGwenedour, kement ha c’houi, ni ’gan e brezonekHag hon dans ’tal hoc’h hini a zo fur ha poellek !Ar Wenedourien amiod, war digarez koroll,A drailh, a lamm hag a zailh evel tud hanter-foll.
Ar GwenedourNa oapet ket, ma mignon, korolleu hun tud koh ;Hag amen hoah ’m eus an tu da bakein ahanoh,Rak e Kerneu, ’m eus kleuet, ’glasker ken ’meit un dra,Kavet dilhadeu mod ker ha dansein ar « polka. »
Ar C’hernevadKlevet ’m oa aboue pell-zo e oac’h tud a dabut,Breman, eo red d’in kredi p’ho klevan o tisput.Ar giziou fall marteze e Kerne a greska,Mes daoust hag e Bro-Wened nan eo ket memes tra ?
Ar GwenedourPe laret ar uirione, me asanto genoh ;Ia, amen, avel ’n hou pro, e koueh ar modeu koh ;Kement-se a zo spontus, meit ret e er laretArdeu fal ar herieu braz a dal ar Vretoned.
Ar C’hernevadPa ’n em glevomp, mar keret, klozomp an abaden,’N em guitaomp mignoned pan omp amezeien,Karomp Kerne ha Gwened, diou vro goant hon c’havel,Ha labouromp a-gevred da zevel Breiz-Izel !
YANNIGEvnedigou an amzer-neveA gan dudius en derven ;Annaïg, dous eo komz a garante,Luskellet gant o zon laouenEvnedigou an amzer-neveA gan dudius en derven.
ANNAMe gar ’veldout, etouez ar bleuniou,Kôzeal dindan an derven,Rak eun êl gwenn, êlig an envoriou,Aman ouzimp a drid laouen.Me gar ’veldout, etouez ar bleuniou,Kôzeal dindan an derven.
YANNIGAl lec’h-man, mignonez Annaïg,A vir bleuniou roz hon deiou,Hadet ganimp en c’hoarziou birvidik,Gwechall, pa oamp bugaligou.Al lec’h-man, mignonez Annaïg,A vir bleuniou roz hon deiou.
ANNADre ma kreskemp, ped gwech, dibreder,’N he skeud ez omp deut, evurus ;Ar vuhe d’imp a vousc’hoarze tenerA-dreuz he deliou dudius.Dre ma kreskemp, ped gwech, dibreder,’N he skeud ez omp deut, evurus.
YANNIGTra ma richane an durzunel,War ar brankou, gant he mignon,Sonjou tener ha mennoziou henvelA vleunie dous en hon c’halon.Tra ma richane an durzunel,War ar brankou, gant he mignon.
ANNAC’houez vad ar bleun, son an ezennig,’Vel eur muzik a garante,A zeblante laret d’imp goustadig :« Grêt oc’h an eil ’vit egile ».C’houez vad ar bleun, son an ezennig,’Vel eur muzik a garante.
YANNIGAman hon deus touet ’vit bikenFealded an eil d’egile ;Gwriennet don, don evel an derven,Nerzus e vo hon c’harante.Aman hon deus touet ’vit bikenFealded an eil d’egile.
ANNAPa vefomp koz, gwan ha daoubleget,Pa grenfomp dindan ar blaiou,Dorn ouz dorn, dindan hon derven garet,Yannig, ni deuy c’hoaz awechou.Pa vefomp koz, gwan ha daoubleget,Pa grenfomp dindan ar blaiou.
YANNIGMar deu ar maro kri ha kaletDa derri skoulm hon c’halonou,Al lec’hig-man a rey d’an dilezetFrealz an dousan envoriou,Mar deu ar maro kri ha kaletDa derri skoulm hon c’halonou.
ANNAAn hini tec’het, en dervenig,A deuy noz ha de da c’hortozMa vezo dichaden e vignonig’Vit mont kevred d’ar Baradoz.An hini tec’het, en dervenig,A deuy noz ha de da c’hortoz.
Pa n’hallan a vouez uhel,Lavaret d’ac’h hirie,En hano hon Breiz-Izel,Bennoz ha trugare,
Eun dudi eo evidon,Gant skoazel ma zelen,Kinnig d’ac’h, a greiz kalon,Ma gwellan gourc’hemenn.
Siouaz ! gwan eo ma mouezig,Dister eo ma c’homjou,Gant telen moug ar goulmigNe drid ket ar c’hoajou.
Plijet rei d’ê, koulskoude,Eun degemer gwirion ;Karget int a drugareHa deut eus ar galon.
Mes komjou, en gwirione,Petra int nemet roz,C’houez vat gante d’ar beureHa goenvet ’rôk an noz ?
Ar veulodi, ar c’homjou,’Vel avel a dremen,N’eus nemet an oberouHag a chom da viken.
War ho skouer ken kalonek,Labourat evit Breiz,Derc’hel stard d’hon brezonek,D’hon giziou fur ha reiz,
Chom dîn betek ar maroEus gouen kaer ar C’heltedKen kanet en ho kwerzio,’N ho skridou ken meulet ;
Setu aze, a gredan,Eur gador dereadDa ginnig c’hoaz, en de-man,D’ho karante breizad.
N’eo ket red d’in komz iveEus Kroaz ar Vretoned,’N hon bro perlezen a fe,Derven sonn ha kalet.
He frouez breizek ha kristen,’Zo, hep mar, d’he c’hrouer,Kalonekan gourc’hemenn’Vit eun ober ken kaer.
Ha tra vo koun en hon broEus ar « Groazig » karet,Gant karante, e hanoVo enni « kadoret » !
Stouet dirag ar be ’lec’h ma kousk Lizaïg,Eur vouez a lavar d’in : « Kemer da delennig ».
Da ganan en enor d’ar baourez kalonekEur zon a drugare, eur zonig vrezonek.
He memor a oa leun eus ar marvailhou koz,A gonter c’hoaz en Breiz ’tal an oaled bemnoz.
Taoliou kri an Ankou hag e falc’h treitourez,A oa anavet holl gant Liz, ar gonterez.
Mes eun devez, siouaz, Lizaïg goz, d’he zro,A nijas evit mat da vro he marvailho.
Aman, mar kousk he c’horf war lez ar mor divent,Hec’h ine ’zo, hep mar, dihun e bro ar zent.
Gant Marc’harid Fulup, ’tal Sent koz an Arvor,Doue da Liz Belek ’n oa miret eur gador.
Ha, pa davo telen Marc’heit, ar ganerez,’Vo goulet eur marvailh gant Liz, ar gonterez.
— Barzez ar marvailhou, o Lizaïg karet,Dirak ho pe hirie Breiz-Izel zo stouet,
Trugare d’ar Breizad, ar barz a galon aour,An eus miret envor eus ar gonterez paour !
War e c’her, Barzed Breiz a zo deut, niverus,Da zigas war ho pe bleuniou karantezus.
Bleuniou fresk ha dispar, bleuniou karget a c’hliz,Diwanet evidoc’h e kalon ar Vreiziz.
Da greski ar boked, degemeret iveEur bodig brug melen a veneiou Kerne.
Ma bleuenig dister eo bleuen an Arvor,Bleuen ar garante ha bleuen an envor ;
He c’hutuilhet am eus war gerden ma zelen,He c’hinnig a ran d’ac’h war askell eur beden.
Diskan :O Breiz-Izel, o Mamm zantel,Bro garet hon zud koz,Evit Doue, ’skeud ho panniel,Ni ’gerzo de ha noz ;Unanet ’n hon Breuriez,Ni ’gano a-bouez penn :Bevet ar gwir unvaniez,Ha Breiz da virviken !
Hon diouvrec’h a zo c’hoaz dinerz :Da stourm evit hon Breiz ;Mes he c’harante a zo serzHa birvidik ’n hon c’hreiz ;Hag eun de, mibien disterBreuriez ar BrezonegA rey d’Arvor soudarded terHa Barzed kalonek.
Spered Bro-C’hall, he gwall-skoueriou,’Vel eur barr-avel foll,A drubuilh peuc’h hon c’halonou,A glask hon c’has da goll ;Daoust d’an avel ha d’ar bed,Ni ’gerzo ’vit ar Gwir,War hon diskoa pennou kaled,’N hon c’hreiz kalonou dir.
Hon galvedigez ’ zo uhel,Dispar eo hon mennoz :Miret gwerc’h an here zantelA hadas hon zent koz ;Hon youl a vo didrec’hus,Ha ter mouez hon zelen :Herminig Breiz ha kroaz JezuzHon reno da viken !
Comments
Loading comments…